Abderrazak El Albani
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs, Maroko |
Anv e yezh-vamm an den | Abderrazak El Albani |
Anv-bihan | Abdul Razak |
Deiziad ganedigezh | 20. century |
Lec'h ganedigezh | Marrakech |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | Douarour, enklasker |
Implijer | University of Poitiers, Centre National de la Recherche Scientifique |
Bet war ar studi e | Lille University of Science and Technology |
Danvez-doktor | Olabode M. Bankole, Yevheniia Soldatenko |
Abderrazak El Albani a zo un douarour, kelenner e skol-veur Poitiers. Kas a ra e labour glaskerezh da benn e skipailh HydrASA an ensavadur IC2MP, ur gevrenn glaskerezh eus skol-veur Poitiers hag ar CNRS.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet eo bet e Marrakech, ha studiet en deus e skol-veur Lille 1 e Bro-C'hall. Savet en deus un dezenn doktorelezh a zouarouriezh hag a zouargimiezh c'houelezennek er skol-veur-se e 1995. E-pad daou vloaz (1996 ha 1998) en deus labouret e skol-veur Kiel en Alamagn. Embannet en deus meur a bennad skiantel diwar-benn an henendroioù, an douarvevoniezh hag an diagenezenn en diazadoù gouelezennek.
Anavezet eo dre m'en deus dizoloet ar fosiloù koshañ (2,1 miliard a vloazioù 'zo) eus organegoù lieskelligel e Gabon, ar pezh a roas ur sell nevez war orin an organegoù-se.