Abati Sant-Gwenole Landevenneg
Urzh relijiel | urzh Sant Benead |
---|---|
Stad | Frañs |
E tiriad | Landevenneg |
Daveennoù douaroniel | 48°17′26″N 4°16′0″W |
Sez sokial | Landevenneg |
Prizioù resevet | musée de France |
Giz savouriezh | Romanesque architecture |
Statud gladel | monumant istorel rummet |
State of conservation | demolished or destroyed |
Abati Sant-Gwenole Landevenneg zo un abati lec'hiet e Landevenneg e gourenez Kraozon war lez aber ar stêr Aon e Kerne e departamant Penn-ar-Bed.
Hervez ar vrud e oa bet diazezet er VIvet kantved gant sant Gwenole, hag unan eus manatioù koshañ Breizh a vije neuze. Doujet e vez ur reolenn a orin keltiek betek 818 ma voe gourc'hemennet gant an impalaer Loeiz an Devod tremen da reolenn sant Benead goude e aloubidigezh war Breizh. Dilezet e voe an abati e 913 abalamour da Baotred an Norzh a-raok ma tistroas ar venec'h war o kiz. E 1793 e voe skarzhet ar venec'h ziwezhañ gant an Dispac'h Gall. Kouezhet e oa ar savadurioù en o foull kerkent hag ar bloavezhioù 1810.
Adsavet e voe an abati e 1958 gant ur gumuniezh liammet ouzh Kengregadur Subiaco Menez Cassin e-barzh savadurioù nevez. Renket e voe rivinoù an abati kozh e-touez ar monumantoù istorel d'ar 26 a viz Mae 1992. Pep hini a c'hell gweladenniñ ar rivinoù a zo displeget gant ur mirdi savet war al lec'h.
Etimologiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]"Landevenneg" (Lantouuinnoc en henvrezhoneg) a dalvez kement ha "manti Sant Gwenole", diwar anv e ziazezer.
Ennañ e kaver an elfennoù Lann a veze roet d'ar manatioù ha d'al lec'hioù sakr, diwar ur ger proto-keltiek *landa a oa evit un dachenn da zifraostañ.[1]
An eil elfenn a zeu eus un droienn henvrezhoneg a roe to - winnoc, an eil elfenn o vezañ ul lesanv d'an anv-den Uinualoe (/winwaloi/) en deus roet "Gwenole" e brezhoneg modern. Uinualoe zo savet diwar ar wrizienn uinn (gwenn e brezhoneg modern, med a dalvez glann hag hael ivez) ha diwar ar wrizienn-se e oa bet savet al lesanv Uinnoc a gaver e Lantouuinnoc ha diwar-neuze e Landevenneg.[2].
Lec'hiadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emañ an abati en ur gourenezig distro etre kildroenn ziwezhañ ar stêr Aon ha Lenn-vor Brest, ul lec'h par da lec'hioù choazet gant menec'h ar Grennamzer Uhelañ da staliañ ur peniti pe ur manati bihan.
Gourdisten, abad Landevenneg en IXvet kantved, en doa skrivet e-barzh e Vita et miracula sancti Winwaloei ("Buhez Sant Gwenole")[3][4] :
Ul lec'h sekred zo
E komm ar frankizenn
Paradoz sklêrijennet
Pa sav un heol splann
A glever ennañ frond
Mil bleunienn an Nevez-amzer
Amañ, gant e gompagnuned
En em stalias Sant Gwenole
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abati kozh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Deskard Sant Beuzeg eus Dol e oa Sant Gwenole. Beuzeg e oa staliet war enez Lavred, en enezeg Enez Vriad, e lec'h m'en doa savet ur manati gant un nebeud menec'h en eil hanterenn ar Vvet kantved. E dibenn ar c'hantved-se peotramant e penn-kentañ ar VIvet kantved[5] ez eas Gwenole gant 11 keneil da sevel ur manati en aber ar stêr Aon, da gentañ en Enez Tibidi a-raok e zilec'hiañ en tu all d'an aber, e-barzh e Landevenneg diwar goulenn e geneiled un nebeud bloavezhioù war-lerc'h. Hervez buhezioù Sant Gwenole en dije gounezet mignonaj ar roue Gradlon, priñs Kerne, betek mont da vevañ e Kêr Is, hervez ar vojenn. Bevet en dije e memes koulz ha sant Kaourintin, kentañ eskob Kemper.
Gant Sant Gwenael e voe renet an abati war-lerc'h Sant Gwenole.
Lavaret e vez emañ bez ar roue Gradlon en abati kozh, met ur vojenn eo hep mar ; e gwirionez e tle bezañ krentoc'h bez un abad Gradlon bennak en dije bevet eno en Xvet kantved.
Brudet e oa bet an abati evit heberzhded e scriptorium ma veze adskrivet dornskridoù relijiel.
Freuzet hag entanet e voe an abati evit ar wech kentañ e 913 gant un strollad Vikinged, ha ret e voe d'ar venec'h tec'hel kuit gant ar relegoù da abati Montreuil-sur-Mer e norzh Bro C'hall.
Dilezet eo bet an abati a-c'houde an Dispac'h Gall.
Un abati nevez a voe savet e-kichen an hini kozh diwar 1953, krouet gant Dom Louis Felix Colliot[6], goude Bleun-Brug ar Sent, un emvod eus ar Bleun Brug, e Kastell-Paol, da 4, 5 ha 6 a viz Eost 1950.
Roll abaded Landevenneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Maurice de Commacre
1548 |
hag e vo ivez abab Boken | |
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Victor Henry, Lexique étymologique des termes les plus usuels du breton moderne, Rennes, Plihon & Hervé, 1900, p. 179.
- ↑ (fr) Glad
- ↑ (la)(fr) Wrdistenus Landevenecensis (skrivagner), Laura Albiero (notis BNF), « Vita et miracula sancti Winwaloei (Latin 5610 A) », Bibliothèque Nationale de France, IXvet kantved. Lennet d'an 23 a viz Ebrel 2023
- ↑ (fr) Erwan Chartier-Le Floch, « Landévennec, haut lieu de la spiritualité bretonne » e Histoires de Bretagne [blog], 25.07.2010. Lennet d'an 23 a viz Gouere 2023
- ↑ (fr) Mirdi Abati kozh Landeveneg, « Site & musée ». Lennet d'an 8 a viz Mae 2023
- ↑ (fr) Abbé Poisson, Histoire de Bretagne, Coop Breizh, 2000, (ISBN 978-2-84346-091-3).
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec'hienn an abati (fr)