Mont d’an endalc’had

Añjeluz

Eus Wikipedia

An Añjeluz pe Pedenn an Ael (Gabriel) zo ur bedenn gristen, a lavarer d'ar Werc'hez Vari.

Anvet eo ar bedenn-se diwar ger kentañ ar frazenn latin : « Angelus Domini nuntiavit Mariæ » (An Ael gand Doue a gemennas da Vari). Diouzh ar mintin, da greisteiz, ha diouzh an noz e vez lavaret an Añjeluz, pe teir Ave Maria, evit trugarekaat Doue teir gwech an deiz a enkorfadur Jezuz Krist hag evit enoriñ ar Werc'hez Vari.

Testenn latin

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

V/. Angelus Domini nuntiavit Mariæ,
R/. Et concepit de Spiritu Sancto.

Ave Maria, gratia plena, Dominus tecum. Benedicta tu in mulieribus, et benedictus fructus ventris tui, Jesus.
Sancta Maria, Mater Dei, ora pro nobis peccatoribus, nunc et in hora mortis nostræ.

V/. « Ecce Ancilla Domini. »
R/. « Fiat mihi secundum Verbum tuum. »

Ave Maria, gratia plena, Dominus tecum. Benedicta tu in mulieribus, et benedictus fructus ventris tui, Jesus.
Sancta Maria, Mater Dei, ora pro nobis peccatoribus, nunc et in hora mortis nostræ.

V/. Et Verbum caro factum est.
R/. Et habitavit in nobis.

Ave Maria, gratia plena, Dominus tecum. Benedicta tu in mulieribus, et benedictus fructus ventris tui, Jesus.
Sancta Maria, Mater Dei, ora pro nobis peccatoribus, nunc et in hora mortis nostræ.

V/. Ora pro nobis, Sancta Dei Genetrix.
R/. Ut digni efficiamur promissionibus Christi.

Oremus: Gratiam tuam quæsumus, Domine, mentibus nostris infunde; ut qui, angelo nuntiante, Christi Filii tui Incarnationem cognovimus, per passionem eius et crucem, ad resurrectionis gloriam perducamur.
Per eumdem Christum Dominum nostrum. Amen.

Añjeluz e brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Añjeluz amzer Nedeleg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pedenn an Añjeluz eo evit an Azvent hag evit amzer Nedeleg, bet skrivet gant Charlez ar Brizh[1] :

Un arc'hael a-berzh an Aotrou Da Vari zigasas keloù
E oa gant Doue dibabet Da vezañ mamm Salver ar bed. – Da vezañ mamm Salver ar bed.

Ave Maria, gratia plena... (pe : Me ho salud Mari...)

Mari a respontas neuze : Servijerez on da Zoue !
Ra vo graet din, ael benniget, Hervez m'ho peus din lavaret. – Hervez m'ho peus din lavaret.

Ave Maria...

Hag e koñsevas ur bugel Dre c'halloud ar Spered-Santel.
Ha Verb Doue 'n em inkarnet E-touez an dud en deus bevet. – E-touez an dud en deus bevet.

Ave Maria...

Pedit, Mamm santel da Zoue, Evidomp holl ho pugale
Ma vezimp din eus ar grasoù A bromet Jezuz, hon Aotrou. – A bromet Jezuz, hon Aotrou.

Gloria Patri... (3 gw.)

Añjeluz amzer ordinal

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ni ho salud gant karantez, Rouanez ar Sent hag an Aelez.
C'hwi a zo benniget, ô pia ! Hag a c'hrasoù karget, Ave Maria !

Ave Maria, gratia plena... (pe : Me ho salud Mari...)

Ra vezo benniget Jezuz, Ar frouezh eus ho korf eürus.
Kanomp gant an aelez, ô pia ! E veuleudi bemdez, Ave Maria !

Ave Maria...

Ni ho ped, Mari, gwerc'hez c'hlan, Pa vezimp war hon tremenvan,
Da c'houlenn ouzh Jezuz, ô pia ! Deomp ur marv eürus, Ave Maria ![2]

Ave Maria...

Añjeluz amzer Fask

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pedenn an Añjeluz eo evit an amzer Fask, a lavared eus Sul Fask da Gouel Pantekost, e-lech pedenn ar Regina Coeli. Tri c'hantik a zo.

En eskopti Kemper ha Leon, ar memes kantik eo gant daou ton : an ton Leon, hag an ton Kerne[3]. Ar gomzoù (gwechall anvet "En em gonsolit evit mad") zo bet adskrivet un tamm er bloavezhioù 1930 gant Tad Barnabe, kapusin Rosko[4] :

Bezit laouen evit atav,
Rouanez bro an Neñvoù !
Lavarit buan kenavo
D'an drubuilh ha d'an daeloù :
Jezuz, ho mab, n'eo mui marv,
Kanomp e veuleudioù !
Alleluia ! Pebezh joa,
Deoc'h-c'hwi, Mamm a garantez,
Deomp-ni ivez, Alleluia !
Pebezh laouenidigezh
E welet goude hor prenañ,
Adarre leun a vuhez !
Ya, Gwerc'hez sakr, bezit joaius,
Rak Jezuz, ho mab karet,
Zo savet bev hag eürus,
Evel m'en doa lavaret.
Grit, ni ho ped, Mamm druezus,
Ma vimp gantañ selaouet.
O va Doue, dre ho Mab kêr,
Da viken bev ha skedus,
Ho peus karget ar bed pec'her
A levenez dudius.
Grit, dre Vari, e vamm dener,
Ma'z aimp d'ar vuhez padus.

En Eskopti Sant-Brieg ha Landreger (evit Bro-Dreger ha gorre Kerne), bez eus ur c'hantik all, war don O Filii et Filiae[5] :

Mari, Rouanez an Nenvou,
Stankit bremañ ouzh ho taeroù,
Ha selaouit hon c’hantigoù, Alleluia !
Alleluia, alleluia, alleluia !
Ar Mab hoc’h eus gwechall douget,
War ar marv en deus trec’het,
Evel m’en doa el lavaret, Alleluia !
Alleluia, alleluia, alleluia !
Mamm Jezus, leun a drugare(z),
Ho pet soñj eus ho pugale,
Hag evidomp pedit Doue, Alleluia !
Alleluia, alleluia, alleluia ![6]

En eskopti Gwened ez eus un trede kantik evit amzer Fask[7] :

Rouanéz an néañv, keméret joé,
Alleluia, alleluia,
Rag ar freh ag ho tigosté, (Rak ar frouezh eus ho tigostez)
Alleluia, alleluia,
A zo saùet biù ag ar bé, (A zo savet bev eus ar bez)
Alleluia, alleluia,
Pedet eidom an Aotrou Doué,
Alleluia, alleluia,
Deoh, Gwerhiéz, joé ha leùiné, (joa ha levenez)
Alleluia, alleluia,
Jézus zo saùet ag ar bé, (savet eus ar bez)
Alleluia, alleluia.
  1. An Añgelus amzer Nedeleg war lec'hienn eskopti Kemper ha Leon. Bez' eus un ton all e Bro-Gwened : Un El a-berh an Aotrou Doué
  2. An Añjeluz - Amzer ordinal war lec'hienn Kantikoù eskopti Kemper ha Leon.
    Komzoù e gwenedeg : Ni ho salud ged karanté, war An overenn santél Eskopti Gwéned.
  3. An Añjeluz - Amzer Fask (ton Leon) hag An Añjeluz - Amzer Fask (ton Kerne) war lec'hienn Kantikoù eskopti Kemper ha Leon
  4. Hervé Queinnec, « An Añjeluz amzer Fask » war lec’hien https://diocese-quimper
  5. Ur c’hantik galleg a zo bremañ war an ton-se : "Chrétiens, chantons le Dieu vainqueur" (I 36), hag ur c'hantik brezhoneg savet gant Visant Seite ha Job an Irien : "Galvet da bréd" (Muzikou Kantikou Brezoneg, Minihi levenez, 2011, p. 79).
  6. Kantigou Brezonek Eskopti Sant-Brieg ha Landreger gant an toniou war gan, Sant-Brieg, éd. Prud'homme, 1934, n°28, p. 34 : "Anjeluz amzer Bask". Rik evel m'eo bet moullet eo ar skrid kinniget amañ.
  7. Rouanéz an néañv, war lec'hienn An overenn santel Eskopti Gwened.
s:Degemer:Brezhoneg

Sellet er Wikimammenn : Añjeluz.