22 Meurzh
Neuz
(Adkaset eus 22 a viz Meurzh)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 871 : Æthelred Wessex zo trec'het gant an Daned en Emgann Merton.
- 1881 : evit ar wech kentañ e c'hall ar merc'hed votiñ da zilenn tud e kambr izelañ an Tynwald, parlamant Enez Vanav.
- 1895 : diskouezet o fiñvskeudennoù kentañ gant an daou vreur Auguste ha Louis Lumière.
- 1939 : aloubet eo kêr lituanat Memel gant Alamagn.
- 1945 : savet eo ar C'hevre Arab e Kaero, en Egipt.
- 1963 : embannadur Please Please Me e Breizh-Veur, kentañ albom gant ar strollad The Beatles.
- 1968 : dalc'hidigezh tour melestradurel skol-veur Nanterre.
- 2006 : harz-an-tan gant ar strollad ETA en Euskadi
- 2016 : gwall-daol gant islamourien en aerborzh Brusel hag e metro ar gêr-se : 32 zen zo lazhet ha 316 gloazet.
- 2020 : kren-douar kreñv e Zagreb, e Kroatia.
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1459 : Maximilian Iañ, impalaer an Impalaeriezh Santel German, gwaz da Anna Vreizh.
- 1599 : Antoon van Dyck, livour flandrezat.
- 1797 : Wilhelm Iañ, roue Prusia hag impalaer Alamagn.
- 1817 : Bahá'u'lláh, profed ar Feiz Bahá'í.
- 1846 : Randolph Caldecott, arzour saoz.
- 1887 : Chico Marx, aktour stadunanat.
- 1905 : Ángel Melogno, melldroader etrebroadel uruguayat.
- 1907 : Roger Blin, aktour (c'hoariva, sinema ha skinwel) ha leurenner gall.
- 1933 : Michel Hidalgo, melldroader gall.
- 1941 : Bruno Ganz, aktour (c'hoariva, sinema ha skinwel) suis.
- 1950 : Goran Bregović, soner ha sonaozer eus Bosnia.
- 1972 : Josilin Gourvenneg, melldroader ha gourdoner breizhat.
- 1978 : Arnaud Le Lan, melldroader breizhat.
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 880 : Karloman Bavaria, roue frank.
- 1418 : Nicolas Flamel, alkimiour gall.
- 1687 : Jean-Baptiste Lully, sonaozer.
- 1832 : Johann Wolfgang von Goethe, barzh, dramaour ha romantour alamanek aet da den-stad alaman.
- 1852 : Alexandre Louis du Crest de Villeneuve, ofiser a vor.
- 1910 : Yann ar Fusteg, kentañ Drouiz-Meur Goursez Vreizh.
- 1950 : Emmanuel Mounier, prederour gall.
- 1960 : Jose Antonio Agirre, prezidant ar gouarnamant euskarat en harlu.
- 2004 : Ahmed Yasin, stourmer palestinat, e penn ar strollad Hamas, lazhet gant soudarded eus Israel.