Mont d’an endalc’had

Atmosferenn

Eus Wikipedia
Stumm eus an 26 C'hwe 2023 da 19:41 gant 2a01:cb08:8913:1900:b40a:cdab:28e3:63ec (kaozeal)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)
Gwiskadoù aergelc'h an Douar

An atmosferenn, pe aergelc'h, eo ar gwiskad aezhennek a zo gronnet ur blanedenn gantañ hag a vez dalc'het gant ar gravitadur. Er pennad-mañ ne vo anv ken eus atmosferenn an Douar. Diwar-benn aergelc'h planedennoù all, sellet ouzh ar pennad Atmosferenn (planedennoù)
Gwareziñ a ra an aergelc'h ar vuhez war an Douar abalamour ma teuz ar skinoù uslimestra, ma tomm gorread ar blanedenn o terc'hel an tommder (efed ti-gwer), ha ma tigresk kemmoù ar gwrezverk etre an deiz hag an noz.

Rannet eo an atmosferenn e gwiskadoù disheñvel, pep hini gant e berzhioù dibar evel ar gwrezverk pe an aozadur kimiek. Tolzennad pe mas an aergelc'h zo eus 5x1018 kg, hag emañ an tri c'hard anezhi dindan ur vevenn a dremen war-dro 11 km eus gorread ar blanedenn. Dont a ra an aergelc'h da vezañ rouesoc'h-rouesañ a vuzul ma kresk an uhelder, hep bevenn termenet ebet etre an aergelc'h hag an egor diavaez. Da 120 km uhelder an hini e krog efedoù an aergelc'h da vezañ merzet pa zeu un egorlestr betek a Douar. Sellet e vez ivez alies ouzh al linen Kármán, da 100 km uhelder, evel ar vevenn etre an atmosferenn hag an egor diavaez.

Aer eo an anv roet d'an aergelc'h implijet da analañ ha gant a luc'hkevanaoz pe fotosintezen. En aer sec'h ez eus well-wazh (dre volume) 78.09% nitrogen, 20.95% oksigen, 0.93% argon, 0.039% Dioksid karbon, ha kementadoù bihan gazoù all. Ur c'hementad bihan ha kemmus a aezhenn dour a vez ivez en atmosferenn, war-dro 1% eus an hollad. Daoust da aozadur an aer ha da wask an aergelc'h da cheñch hervez ar gwiskadoù, ne gaver aer azas evit ma chomfe bev ar plant hag al loened douar nemet e troposferenn an Douar hag en aergelc'hioù kevanaozet.

Gwiskadoù an aergelc'h

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ouzh ober an aergelc'h emañ :