Yar
Neuz
Ar yar eo anv an evn a vez savet evit he vioù, parez ar c'hilhog, gwelout yar (evn).
Roet eo anv ar yar da loened all :
- evned all : ar yar-zour, ar yar-Indez (pe yar-Spagn), ar goadyar, ar c'heotyar, ar yar-ouez
- an anv roet d'ur pesk, ar yar-vor, anvet evel-se dre ma vez klevet o sklokal
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- anv ur stêr e Treger, gwelout Yar (stêr)
- anv ur stêr en Enez Wight, e Bro-Saoz, gwelout Yar (Enez Wight)
- anv meur a gêriadenn e Rusia (ruseg : Яр), ha diwar unan anezho ur c'hrater eus Meurzh, gwelout Yar (krater)
Yarig
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwar ar ger yar eo savet yarig a gaver e meur a anv:
- e Yarig-hec'h-evned pe Yarad-Poñsined, pe "ar Yarig Wenn he c'hwec'h evn", stered a vez graet ar Pleiadezed anezho ivez
- e yarig-Doue, pe yarig an aotrou Doue, un amprevan, anv roet d'ur c'hwil anvet ivez buoc'hig-Doue
- e yarig-an-hañv, anv all ar valafenn
Traoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Yar a vez graet eus traoù all ivez ha n'int ket nag evned na loened:
- ur yar gozh : ur yalc'h kuzh
- yarenn: ar c'hementad lin lakaet war ur gegel
- yarañ zo kluchañ evel ur yar
- ul lagad-yar, pe lagadenn-yar (anvet ivez lagad-bran), anv ar galedenn etre daou viz-troad.