Mont d’an endalc’had

Tad-kozh an Nedeleg

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Tad Nedeleg)
Ded Moroz, paotr kozh ar skorn, er broioù slavek.

Tad an Nedeleg, Tadig an Nedeleg, Tad-kozh (an) Nedeleg[1], Paotr (kozh) an Nedeleg[1] eo an den, gwenn e varv ha ruz e vantell, a zegas profoù d'ar vugale da noz Nedeleg, hervez ur vojenn savet en XIXvet kantveden SUA, diwar istor sant Nikolaz, ha degouezhet e Bro-C'hall en XXvet kantved (gant ar soudarded stadunanat e 1917, a greder), hag e Breizh war-lerc'h an Eil brezel bed.

Klotañ a ra e zonedigezh da Vreizh gant deroù diskar ar sevenadur kristen. Hervez an hengoun kristen e Breizh (disheñvelik e broioù all, evel Alamagn pe Spagn, a-wechoù) eo ar Mabig Jezuz a zegase profoù ar vugale d'ar familhoù kristen betek dibenn ar bloavezhioù 1950.

Kozh ha kofek eo Tad an Nedeleg, gant e varv gwenn hag e zilhad tomm dindan e vantell ruz.

Kemm a ra an den a vro da vro, rak ne vez ket heñvel an amzer e Kanada hag en Aostralia d'ar 25 a viz Kerzu. Gant korriganed e vez skoazellet da gargañ e stlejell a zo sachet gant kirvi-erc'h, pe ur plankenn-mor en Aostralia. Dre ar siminal (pa vez unan) e teu en tier da lakaat ar profoù e botoù ar vugale dirak an oaled pe en-dro d'ar wwezenn Nedeleg. E Bro-Saoz ha SUA e vez lakaet ul loer ouzh barlenn ar siminal pe dindan ar wezenn. En Island e laka un tamm prof e botez ar bugel lakaet war varlenn ar prenestr adalek penn-kentañ miz Kerzu.

Ur Sinter Klaas izelvroat e 2007
An doue german Odin, poltredet e 1886. Hervez ar vojenn e tiskenne war an douar da reiñ profoù d'ar vugale.

Kentañ keloù eus an den a voe e SUA en XIXvet kantved eta. Dont a ra an anv Tad an Nedeleg eus an anv gallek Père Noël; Father Christmas a lavarer e saozneg bremañ. Koulskoude e oa Santa Claus e anv da gentañ. Dont a ra an anv-se eus ar Sinter Klaas nederlandek, a ra dave da sant Nikolaz.

Levezonet eo skeudenn ar paotr Nikolaz gant mojennoù all a bep seurt ivez :

  • hini Nisse pe Julenisse, ur c'horrigan eus broioù Lec'hlenn, a zegas profoù d'ar gouel a zo e-kreiz ar goañv, ar Midtvintersblot, ur paotr barvek, gant e voned, hag e zilhad feur ivez ;
  • hini un doue kelt Gargan, a vije bet diazez Gargantua ar skrivagner Rabelais ;
  • hini an doue viking Odin, a ziskenne war an douar da zegas profoù d'ar vugale.

Mojenn Sant Nikolaz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bevañ a rae Nikolaz e kreisteiz Turkia e-kichen Antalya er Patrom:IVvet kantved. Anaout a reas an heskinadeg diwezhañ ha Sened Meur Nikea, a-bouez en istor ar gristeniezh. Hervez ur vojenn en devije saveteet tri bugel.

En XIvet kantved e voe laeret e relegoù gant marc'hadourien italian, met dilezel a rejont un tamm eus e glopenn hag e garvan. Ar peurrest a zegouezhas e Bari, ma vije c'hoarvezet burzhudoù.

Adalek an XIIvet kantved e weler ar père Fouettard o kemer perzh er vojenn, hag o kastizañ ar vugale disent. Pa zegouezho Santa Claus ne vo ket anv anezhañ ken.

XIXvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1821 e New York e voe embannet A New-year's present, to the little ones from five to twelve. El levr e kaver ur varzhoneg disin, Old Santeclaus with Much Delight, gant Santeclaus en ur stlejell sachet gant ur c'harv-erc'h o vont da gas profoù d'ar vugale.[2] Mennozhioù modern diwar-benn Santa Claus a oa krog da redek goude embann ur varzhoneg disin all, A Visit From St. Nicholas (anavezet hiriv evel The Night Before Christmas) e Troy, New York, Sentinel d'an 23 a viz Kerzu 1823 ; Clement Clarke Moore a lavaras diwezhatoc'h e oa eñ an hini a oa an oberour, met hervez lenneien zo eo Henry Livingston, Jr. (marvet nav bloaz a-raok disklêriadur Moore) an hini a oa saver an oberenn[3].

E 1860, er sizhunieg Harper's Illustrated Weekly e New York, e weler Santa Claus en ur gwiskamant gant feur gwenn hag ur gouriz lêr. E-pad tost an 30 vloaz war-lerc'h e voe skeudennet ar boulom gant Thomas Nast, skeudennaouer ar gelaouenn, hag embannet kantadoù a dresadennoù diwar-benn kement tra a denn da vojenn Santa Claus. Eñ an hini a roas dezhañ e berzhioù brudetañ : e gof, e gorn-butun evel un Izelvroad eus an amzer, gwiskamant feur. Nast ivez eo an hini a lakaas an den, en un dresadenn eus 1885, da chom e pennahel an Norzh. Adkemeret e voe ar mennozh er bloaz goude gant ar skrivagner George P. Webster.

E Rusia eo deuet Ded Moroz da vezañ tost da batrom Sant Nikolaz war-dro dibenn an XIXvet kantved.

Krouet e vije bet Tad an Nedeleg, hervez ar vrud, gant ar gompagnunezh Coca-Cola e 1931. Kement-se n'eo nemet ur vojenn e-giz kêr[4],[5],[6].

E Bro-C'hall

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Deuet eo ar Père Noel gall eus ar Father Christmas stadunanat erruet er vro e 1944 hag eus skeudenn Sant Nikolaz, un dudenn eus mojennoù-pobl Alamagn hag ar broioù alamanek, hag anavezet e Loren c'hallek zoken koulz hag e Flandrez hag en Elzas.

Implijet eo bet Tadig an Nedeleg-se gant ar Pevare Republik c'hall, goude amzervezh Pétain eta, evit digristenaat Nedeleg. Ha talvoudus bras eo bet kanaouenn Tino Rossi (a oa bet bac'het e 1944 gant ar C'hallaoued) d'ar bolitikerien da vrudañ, e 1946, an ideologiezh nevez ha da Rossi da gaout pardon ha bennozh ofisiel.

Pelec'h emañ Tad an Nedeleg o chom ?

Eizh karv-erc'h n'en doa ken an Tad Nedeleg e deroù an XXvet kantved. E 1939 e voe krouet un navvet dezhañ gant ar barzh Robert L. May en ur gontadenn Nedeleg ma ranke an den kaezh stourm ouzh ar gwallamzer ha ma oa o vont da vezañ diwezhat en e labour, panevet Rudolph, ar c'harv-erc'h ruz e fri, a sklêrijenne an hent e-kreiz ar gorventenn.

Skeudennaoueg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Emañ an Tad Nedeleg o prenañ diankachoù, gant Pierre Petton, skeudennoù gant Valérie Daubé, brezhoneg gant Deneza Mager, 2006.
  • Lili zo o c'hortoz Tadig an Nedeleg , skrid ha skeudennoù gant Yael ar Gov, Sav-Heol, 2020.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.