25 Kerzu
Neuz
(Adkaset eus 25 a viz Kerzu)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 800 : Karl Veur kurunennet Impalaer, e Roma.
- 1066 : Gwilherm II (dug Normandi) kurunennet Roue Bro-Saoz, en Abati Westminster.
- 1941 : dibenn Emgann Hong Kong.
- 1989 : Nicolae Ceaușescu, kadoriad Roumania, hag e wreg Elena, a zo barnet ha lakaet d'ar marv kerkent.
- 1991 : Mikhail Gorbatchev a ro e zilez eus e garg a Brezidant an Unaniezh Soviedel.
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- -4 : Jezuz, hervez an deiziadañ boas.
- 1642 : Sir Isaac Newton, fizikour ha matematikour saoz.
- 1717 : Pi VI, 250vet Pab.
- 1899 : Humphrey Bogart, aktour amerikan.
- 1918 : Anwar el-Sadat, prezidant Ejipt eus 1970 betek 1981 ha Priz Nobel ar Peoc'h e 1978.
- 1941 : Nouel ar Graet, bet maer Gwengamp ha prezidant War-raok Gwengamp.
- 1944 : Jairzinho, melldroader etrebroadel ha gourdoner brazilian.
- 1954 : Annie Lennox, kanerez-sonaozerez skosat, bet ezelez eus ar strollad Eurythmics gant ar soner Dave Stewart.
- 1957 : Shane MacGowan, kaner iwerzhonat, bet ezel eus ar strollad The Pogues.
- 1959 : Ivo Donev, mestrc'hoarier aostrian echedoù ha c'hoarier poker a-vicher.
- 1961 : Ingrid Betancourt, senedourez kolombian.
- 1971 : Dido, kanerez saoz.
- 1976 : Armin van Buuren, DJ ha produer sonerezh trance nederlandat
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1652 : Mari-Amis Picard, kevrinourez vreizhat.
- 1899 : Elliott Coues, evnoniour, istorour ha medisin-arme stadunanat.
- 1963 : Harry Church Oberholser, evnoniour stadunanat.
- 1972 : Auguste Loriquer, barzh.
- 1976 : Conduelo Píriz, melldroader etrebroadel uruguayat.
- 1977 : Charlie Chaplin, lesanvet Charlie, pe Charlot e galleg, aktour ha filmaozer saoz.
- 1983 : Joan Miró, livour, kizellour ha priour katalan.
- 1989 : Nicolae Ceauşescu, kadoriad roumanian (lakaet d’ar marv).
- 1992 : Jules Gros, skrivagner ha yezhour brezhonek.
- 1995 : Dean Martin, aktour ha kaner stadunanat.
- 2006 : James Brown, dañser ha kaner-sonaozer stadunanat.
- 2016 : George Michael, kaner-sonaozer saoz.
Lidoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ilizoù kristen (nemet an ilizoù reizhkredennour dindan levezon Rusia)
- Gouel Nedeleg. Dibabet eo bet er VIvet kantved deiziad ar 25 a viz Kerzu e-kreiz an noz evit ganedigezh Jezuz-Krist. Lidet e veze e meur a iliz un oferenn e teir lodenn a grog da greiznoz, "oferenn ar pellgent" e anv brezhoneg.
- E Breizh :
- santez Koulm, merc'h da g-Konan Meriadeg
- sant Maelan, manac'h en Iwerzhon
- santez Mari-Amis Picard, kevrinourez eus Kastell-Paol (1652)