Stad Islamek
Rann eus | Al-Qaida |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1999, 2006 |
Anv e yezh-vamm an den | الدولة الإسلامية |
Anv ofisiel | الدولة الإسلامية |
Anv er yezh a orin | الدولة الإسلامية |
Brezel | Brezel Irak, Iraqi insurgency, list of attacks in Iraq during Iraq War and after, Iraqi Civil War of 2006–2008, Brezel diabarzh Siria |
Anvet diwar | Islam |
Diazezer | Abu Musab al-Zarqawi, Abu Bakr al-Baghdadi |
Den e penn an aozadur | Leader of the Islamic State |
Prezidant | Abu Hafs al-Hashimi al-Qurashi, Abu al-Hussien al-Husseini al-Qurashi, Abu al-Hasan al-Hashimi al-Qurashi, Abu Ibrahim al-Hashimi al-Qurashi, Abu Bakr al-Baghdadi |
House publication | Amaq News Agency |
Yezh ofisiel | arabeg |
Testenn ar ger-stur | باقية وتتمدد |
Kêr-benn | Mayadin |
Ideologiezh politikel | Jihadism, Islamouriezh |
Moneiz | Islamic State Dinar |
Erlec'hiañ a ra | Islamic State of Iraq, Al-Qaeda in Iraq, Mujahideen Shura Council, Jama'at al-Tawhid wal-Jihad |
Bro orin | Irak |
Darvoud-alc'hwez | Fall of Mosul, 2014 Northern Iraq offensive, Lazhadeg Sinjar, Kobanî massacre |
Awenet gant | Ibn Taymiyyah |
Hashtag | ISIS |
Banniel (deskrivadur) | Black Standard, Flag of ISIL |
Istor | history of the Islamic State |
Rummad evit an izili | Category:Islamic State of Iraq and the Levant members |
Tikedenn Stack Exchange | https://islam.stackexchange.com/tags/daesh |
Ar Stad Islamek (arabeg : الدولة الإسلامية ad-Dawlah al-ʾIslāmiyyah), bet ar Stad Islamek en Irak ha Siria pe ar Stad Islamek en Irak hag er Sav-Heol (الدولة الإسلامية في العراق والشام), anavezet ivez dre an teskanv داعش Daʿech, a zo ur Stad emzisklêriet d'an 29 a viz Mezheven 2014 gant ur strollad jihadour sunnit, e doare ur galifelezh. E miz Meurzh 2019 ez eo bet kollet tiriad diwezhañ ar c'halifad e Siria[3].
|
Ar Stad Islamek a voe brudet dre ar bed er bloavezh 2014 pa vountas war nerzhioù difenn gouarnamant Irak betek skarzhañ anezho diouzh lod kêrioù bras eus kornôg Irak, betek kemer kêr Mosoul ha Lazhadeg Sinjar. E miz Gouhere 2017, ar c'halifad a golle kêr Vosoul, an hini brashañ perc'hennet gantañ kemeret e oa bet gant al lu irakian. Goude an taol drastus-se, ar Stad Islamek en deus kendalc'het da goll tiriadoù d'ar Stadoù pe nerzhioù milourel enebet dezhañ. E miz Du 2017 e oa bet skarzhet eus an holl tiriadoù strategel.
Pennoù ofisiel an nerzhioù lu stadunanat o devoa embannet e miz Kerzu 2017, evel meur a reoù etrevroadel, ne chome nemet 2% eus an tiriad bet perc'hennet gantañ. D'an 10 a viz Kerzu 2017, kentañ ministr Irak Haider al-Abadi en doa embannete oa bet bountet gant nerzhioù lu Irak war ar Stad Islamek betek skarzhañ anezhañ diouzh harzoù ar vro. Kement-mañ a oa bet graet goude tri bloaz dalc'h eus tiriadoù ar vro gant ar strollad. D'an 23 a viz Meurzh 2019, ar Stad Islamek a golle lodennoù ziwezhañ e c'halifad. Kodianet e oa ar "gêr teltenn" hag an holl pokedoù en Al-Baghuz Fawqani goude Emgann Baghuz Fawqani.
E Libia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Libia en deus graet an aozadur Majilis Choura Chabab al-Islam le a feizleunded d'ar Stad Islamek d'an 3 a viz Here 2014. An aozadur-mañ a oa mestr war kêr Zarnah d'an ampoent.
En Egipt
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En Egipt, d'an 10 a viz Du 2014, e ro da c'houzout ar strollad "Anṣār Bayt al-Maqdis", oberiant e Sinai, e ra an aozadur al le a feizleunder d'ar Stad Islamek, hag e kemer an anv "Wilayat Sinai" (Proviñs Sinai).
E Nigeria
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Nigeria, d'ar 7 a viz Meurzh 2015, e ro da c'houzout Aboubakar Shekau, rener Boko Haram, e ra e aozadur al le a feizleunder d'ar Stad Islamek.
Politikerezh ar Stad Islamek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar Charia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar Stad Islamek en deus gwriziennet e gwir adal ur sell strizh eus ar C'horan oc'h implij ar Gwir Islamek pe Charia. Un implij bras eus ar c'hondaonadurioù d'ar marv pe da vezañ jahinet a vez graet gant ar Stad Islamek a-benn spontañ an dud ha bezañ doujet.
Kondaonadur d'ar marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Heñvelreizhidi
- Soudarded enebour d'ar Stad Islamek
- Spierien
- Sorserezh[4]
Kondaonadur da vezañ divrec'het
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pa vez tamalet d'un den da vezañ ul laer e vez troc'het un dorn dezhañ.
Ar sponterezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar sponterezh a zo un hent dereat d'ar Stad Islamek evit dont a-benn da vrashaat e c'halloud. Daou doare a zo d'ar sponterezh-se unan evit ar boblañsoù en tiriadoù perc'hennet gantañ, unan evit ar boblañsoù gwelet evel enebourien pe da vezañ aloubet.
Izili brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abou Bakr al-Baghdadi | |
Abou Fatima al-Jaheishi | |
Abou Muslim al-Turkmani, marv | |
Abou Ayman al-Iraqi, marv |
- Abdelhamid Abaaoud, marv
Salah Abdeslam |
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Disklêriadur a feiz an islam eo ar chahada, ha piler kentañ ar relijion-se :
أشهد أن لآ إلَـهَ اِلا الله وأشهد أن محمدا رسول الله / Ašhadu an lā ilāha illa-llāh, wa-ašhadu anna Muḥammadan rasūlu-llāh
"Touiñ a ran n'eus doue ebet estreget an doue, ha touiñ a ran ez eo Mohammed e gannad" - ↑ Ma lenner, a draoñ da laez : محمد Mouhammad "Mohammed", رسول rasoul "kannad", الله al-lah "an doue" ; gwech ebet ne vez lennet a laez da draoñ, ar pezh a vije ur vallozh rak a-us pep tra emañ an doue.
- ↑ https://www.la-croix.com/Monde/Fin-califat-groupe-Etat-islamique-Syrie-pas-influence-2019-03-24-1301010877
- ↑ 16/12/2015 Lec'hienn Ouest-France: Libia. Ar Stad Islamek a lazh ur varokanez evit bezañ ur sorserezh.