Mont d’an endalc’had

Skridoù Breizh

Eus Wikipedia

Skridoù Breizh a oa un ti-embann bet savet e Brest e 1941, gant Florentin Goinard ha Suzanne Le Masurier, intañvez Derrien. Un ti-embann all, Skrid ha Skeudenn e anv, a oa bet krouet en a-raok, e 1932, gant Youenn Drezen ha Florentin Goinard evel merour, e Brest ivez. Daoust ma ne oa ket brezhoneger hag eñ bet desavet e Sant-Nazer, ne vije ket bet a embann modernaet ha levrioù arzel brezhonek ma ne vije ket degaset gantañ ha gant e zanvez-pried, Suzanne Derrien, o nerzh hag o barregezh. An darn-vuiañ eus al levrioù a oa e brezhoneg, reoù all evit deskiñ brezhoneg hag un nebeud re e galleg, levrioù arz anezho peurvuiañ.

An esae kentañ diwar intrudu Youenn Drezen

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-raok an Eil Brezel-bed ne glaske ket Roparz Hemon sevel ur gwir di-embann hag a-wezhioù ec'h embannas ul levr e-barzh heuliadenn ar gelaouenn kinniget evel niverennoù doubl pe trizoubl pe e-giz ur voulladenn a-ziforc'h, Levraoueg Gwalarn he zalbenn. Hervez Youenn Drezen ne veze ket tuet da zegemer skeudennadurioù el levrioù[1].
Er c'hontrol e oa sot Youenn Drezen gant ar skeudennadurioù eus an dibab a save e vignoned bodet en Unvaniezh ar Seiz Breur. Asambles gant Florentin Goinard en doa embannet tri levr kaer etre 1932 ha 1938. Florentin Goinard en doa kejet gantañ d'ar mare ma oa pennvouller an Imprimerie commerciale de la Dépêche, e Brest ha deuet e oa da vezañ merour an ti-embann kenwerzhel Skrid ha Skeudenn.

Ur c’houblad a-feson evit an embann brezhonek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet e voe Skridoù Breizh e 1941 ha staliet 35 rue Traverse, e Brest,er memes savadur hag al levrdi Derrien (56 straed Émile Zola) ; hennezh a oa un embanner-kêr, koulz hag un embanner levrioù, levrioù relijiel pe levrioù rannvroel, darn anezho e brezhoneg.
Ti-embann bras Malassis a oa un ti-embann-ha-moullañ e Brest en XIXvet kantved. Prenet e voe an ti gant an daou vreur Lefournier a werzhas anezhañ da Désiré Derrien e 1895. E vab, André, a zeuas d'e benn e 1933, met mervel a reas yaouank e miz Meurzh 1937. E intañvez, Suzanne Derrien-Le Masurier, a gemeras ar stur, ken e klaskas eztaoliñ he spered Breizhadez[2] en ur genlabourat gant pennmouller Moullerezh kenwerzhel an Dépêche, Florentin Goinard. Sevel a rejont, e 1941, ar gevredigezh Skridoù Breizh, 50 % eus ar c'hevrannoù gant pep hini.
Ne oa ket nevez honnezh war dachenn an embann brezhonek ha Florentin Goinard a oa bet stummet en ur labourat e ti-embann Éditions de l'Abeille d'or-Ti-embann ar Wenanenn aour e Pariz, war-dro 1920, ha kemeret perzh e embann Danevellou a Vreiz, troet ha kinniget gant Adrien de Carné ha skeudennaouet gant Maurice de Becque.[3].
Gant skiant-prenet ar c'houblad embannerien hag entan arzourien bodet gant ar Seiz Breur ez eas en o zouez Florentin Goinard e 1941.

Levezon vras Roparz Hemon

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa n’eus ket da nac’hañ ampartiz ar c’houblad Goinard-Le Masurier e c’heller merzout e voe Skridoù Breizh kendalc’h « Levraoueg Gwalarn » gant muioc’h a varregezhioù teknikel hag arc’hant ivez. Gwir eo n'eo ket bet studiet kalz penaos e c’helle an ti-embann lakaat kement a levrioù brezhonek war ar marc’had. Evit Per Denez e voe savet Skridoù Breizh gant Roparz Hemon, ar pezh a zo diresis, met eo gant ma(Kaoz dispis) « teuas a-benn da voulañ war fin ar brezel, ul levr ar sizhun » (ret eo kompren "ul levr bep miz" ha ne voe tizhet ar c'hementad-se nemet e 1943)[4], ha ne voent ket moullet gantañ e-unan.

Politikerezh embann

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bet ez eus bet embannet gant an ti-embann nevez trizek levr savet gant Roparz Hemon[5], pevar savet gant Abeozen hag unan gant Youenn Drezen. Ar skrivagnerien ziwezhañ-mañ a pa anezhe e genlabourerien dostañ e Radio Roazhon
Gant Skridoù Breizh e voe embannet pevar dastumad tev evit rentañ kont eus labourioù Framm keltiek Breizh ha pa voe Roparz Hemon ar rener (= prezidant) anezhañ e weler pebezh pouez a vire marc'h-blein nevezadur an embann brezhonek. Ha pa voe dilec'hiet sez an ti-embann d'ar Baol-Skoubleg ha bet choazet gant Roparz Hemon mont da chom tramor ne deuas ket an harluad ken pell pa voe an hanter eus an eizh levr brezhonek savet gantañ. Met Abeozen, Youenn Drezen, Zavier Langleiz ha Gwilherm Berthou-Kerverzhiou a c'helle degas o anaoudegezhioù evit reizhañ ha prientiñ an dornskridoù.

E-touez ar produadur e weler traoù nevez en embann brezhonek e-giz ar romant polis hir kentañ (En ur rambreal) ha tri levr skiant na dennont ket d'an istor na d'ar yezhoù, met da skiantoù an Natur hag an Douar. Koulskoude, an Notennoù diwar-benn ar Gelted…, savet gant Meven Mordiern a lakae war wel e oa ar brezhoneg ur yezh azasaet d'ar skiant kement hag ar re all.
Pa voe implijet ar reizhskrivadur peurunvanet nevez (emglev miz Gouere 1941) eo bet an darvoud lennegel a-bouez pa embannas Skridoù Breizh dornlevr Roperzh ar Mason savet evit skrivagnerien Bro-Wened a felle dezho heuliañ ar reolennoù nevez (Le Vannetais unifié. Prononciation, grammaire et vocabulaire).

Ma veze embannet e brezhoneg darnvuiañ al levrioù e weler un nebeud levrioù gallek. Estreget levrioù da zeskiñ brezhoneg e kaver daou levr gant ar Montroulezad Jean de Trigon hag unan gant Louis Delourmel, levraoueger-diellour e Kêr-Vrest, arbennigourien o-daou war an istor lec'hel hag an arzoù.

 Treuzell d'an embann brezhonek goude ar brezel 

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Harzet e voe Florentin Goinard hag e gevelerezh e miz Here 1944 e Landivizio, e lec'h ma oa bet dleet dezhe kavout repu goude kresk ar bombezadegoù war kreiz-kêr Brest[6]. Endredet e voe Florentin Goinard beteg miz Genver ha lezet da vont hep bezañ barnet. Dielldi Departamant Penn ar Bed. Steudad 31 W 33 Doser 437. Dielloù prefeti Penn-ar-Bed. Kenderc'hel a reas ti-embann Skridoù Breizh da labourat daoust d'an trubuilhoù deuet goude ar brezel, pa ne oa ket berzet outi hag, Odile Derrien, merc'h henañ Suzanne Derrien a reas war-dro ar sekretouriezh. Mont a reas ar c'houblad embannerien da labourat da Bariz ha kendalc'het e voe gant al labour embann. Gant Ministrerezh ar Gounezerezh e voe kavet un akord evit daou levr teknikel hag ul levr kaer gant testennoù Jean de Trigon ha tresadennoù Félicie Herr a voe lakaet e gwerzh d'ar priz ken uhel ha 1650 lur gall.
Suzanne Derrien a gavas tu da sevel ul levrdi e Norzh Pariz, ma rejont o annez[7].

E-doug ar bloavezh 1946 e adkavas Florentin Goinard ur post penmouller e Moullerezh ar Skrev, er Baol-Skoubleg[8]. Prientiñ a reas embann Yezhadur bras ar brezhoneg, ur pikol levr savet gant Frañsez Kervella, astennet ar c'houst anezhañ gant an oberour e-unan. Hervez un notenn goude rakskrid an oberour savet e 1944, plomennoù al levr a voe bet saveteet diouzh distruj e dibenn ar brezel.

Er bloaz 1958 e prenas Ronan Huon, rener Al Liamm, stok levrioù brezhonek Skridoù Breizh, a-drugarez d'ur c'hest prevez, d'ar priz divizet e 1957, 14 000 lur, ha diwar neuze e voent lakaet e gwerzh gant Al Liamm[9].

Mortuaj diwar bluenn Yann Fouere

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N’eus ket kalz a roudoù er gwask Breizh eus labour teknikel ken heverk evit ma vo un embann brezhonek solutoc’h eget hini Gwalarn ha ne vije ket bet heptañ e embannadennoù na tev, na moullet hervez stad an arz. Koulskoude e c’heller spurmantiñ pegen pouezus e kave da Yann Fouere e oa bet an ti-embann :

Rener moullerezh kenwerzhel an « Dépêche de Brest »[10], a-raok ar brezel, e lakeas e galvezegezh e servij an embannadurioù brezhonek… (eno e venegas Yann Fouere e voe Florentin Goinard e-touez diazezerien ar Framm keltiek). Goude bezañ kuitaet Brest e savas Skridoù Breizh, un ti-embann a lakaas moullañ levr Roparz Hemon, La langue bretonne et ses combats ha hini Joseph Martray, Le problème breton et la réforme de la France. Ha pa oa dilorc’h, ne brize ket mont war ar renk kentañ. Ha koulskoude e voe unan eus re efedusañ e-touez sevenourien ar stourm breizhek.

Tennet eus ar mortuaj gallek embannet e-barzh L’Avenir de la Bretagne, miz Mae 1974, niv. 216.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Per Denez, « Roparz Hemon : kounioù ». E-barzh Eibhlín Ní Chatailriabhaigh & Malachy McKenna (renerezh), Roparzh Hemon : Kounioù & hengoun lennegel ar brezhoneg = Roparz Hemon : Cuimhní cinn agus liteatha na Briotdinise, 3 brezegenn dalc’het e Dulenn d’an 15-16 a viz Mezheven 1990 dindan atiz Áras Bhord na Gaeilge, Baile Átha Cliath, Coiscéim, 1990. Da-heul, ur studiadenn diwar-benn Yann Goulet, savet gant Eibhlín Ní Chatailriabhaigh.
  • Tudual Huon, « Youenn Drezen hag ar Seiz Breur ». E-barzh E koun Youenn Drezen, dindan renerezh Bernez Rouz, Kemper, Embannadurioù al Lanv, 2022.
  • Dielldi Departamant Penn ar Bed. Steudad 31 W 33 Doser 437. Dielloù prefeti Penn-ar-Bed diwar-benn endrediñ ha dieubidigezh Florentin Goinard.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Tudual Huon, Youenn Drezen hag ar Seiz Breur. E-barzh E koun Youenn Drezen, dindan renerezh Bernez Rouz, Kemper, Embannadurioù al Lanv, 2022.
  2. Goude ar brezel ez eas da guzul-ren kelc'h keltiek Ar Baol, « Ar Vro Wenn ».
  3. Kentañ levr kaer e brezhoneg : Danevellou a Vreiz, troet eus ar galleg e brezouneg Leon gant Adrien de Carné,... Skeudennet ha livet kaer gant Maurice de Becque, Pariz, Ti ar Wenanen aour, 1922. Pennadig BNF FRBNF31908726.
  4. E-barzh Roparz Hemon : kounioù…, p. 20).
  5. Ur pezh-c’hoari, div droidigezh hag ur skrid adaozet gantañ ivez.
  6. Distrujet e voe al levrdi ha burevioù Skridoù Breizh evel holl gartierioù kreiz-kêr Brest.
  7. Chomlec'h : 11, rue de Paradis roet e Meurzh 1946 da brefeti Penn ar Bed.
  8. Div notenn e diwezh Tir na nÓg, niv. 3, Genver-C'hwevrer 1947 a ro keloù eus ar cheñchamant chomlec'h hag eus tri levr raktreset.
  9. Lec'hienn Ronan Huon
  10. Gant mignoned dezhañ en doe kemeret kontrol ar pemdezieg-se Yann Fouere e-doug an Dalc’hidigezh.

Roll oberennoù brezhonek hervez ar bloaz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merket e veze « Skridoù Breizh » war al levrioù brezhonek hag « Éditions de Bretagne » war al levrioù gallek.

1941 :
  • Roparz Hemon, Grammaire bretonne suivie de la prononciation bretonne, 107 p. Levr deskiñ.

1942 :

1943
1944
1945

(lec'h embann : Gwened)

  • Ministère de l'agriculture. Direction générale des Eaux et forêts. 24è conservation. Inspection de Vannes. Département du Morbihan. Vente en 1945 des coupes de bois des exercices 1947 P, 1948 et 1949 P, 51 p.
1946

(lec'hioù embann : Pariz hag ar Baol-Skoubleg)

  • Ministère de l'Agriculture. Service des haras. Haras de la circonscription, d'Hennebont, Sud-Finistère, Morbihan, Ille-et-Vilaine, 64 p.
  • Jean de Trigon, Images de Bretagne, engravadurioù gant Félicie Herr, kentskrid Marie-Paule Salonne, 112 p. Levr kaer uhel e briz : 1650 frs.
  • Roparz Hemon, La langue bretonne et ses combats, 264 p. Istor ar brezhoneg.
  • Louis Delourmel, Le Vieux Brest à travers ses rues, eil embannadur holl azveret, skeudennet gant Pêr Peron, 242 p. Istor lec'hel. Levr kaer.
1947
1948
1950
  • Roparz Hemon, Dictionnaire français-breton, 423 p.
1951

Roll oberennoù hervez an titl

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • A
    • Alanig an Tri Roue gant Roparz Hemon (1950)
    • An Aotrou Bimbochet e Breizh gant Roparz Hemon (1942)
    • An ti Satanazet gant Jakez Riou (1944)
  • B
    • Barzhonegoù gant Roparz Hemon (1943)
    • Buhez Lommig pe enklask ar Vizaouenn-Skouarn gant Zavier V. Haas ha Youenn Drezen (1942)
  • C'h
    • C'hoariva brezhonek Pemp pezh-c'hoari berr gant Langleiz, Yann-Vari Perrot, Jarl Priel, Roparz Hemon ha Herri Ghéon (1944).
  • D
    • Dictionnaire breton français gant Roparz Hemon (1943, 1948),
    • Dremm an Ankou gant Abeozen (1942).
  • E
    • Ene al linennoù gant Langleiz (1942),
    • En ur rambreal gant Yann-Vari Kerwerc'hez (1943),
    • Evit ket ha netra gant Abherri (anv-pluenn Roperzh ar Mason) (1951),
  • G
    • Grammaire bretonne suivie de la prononciation bretonne gant Roparz Hemon (1941),
    • Grammaire bretonne gant Roparz Hemon (1948).
  • H
    • Hervelina Geraouell gant Abeozen (1943)
  • I
    • Images de Bretagne gant Jean de Trigon (1946),
  • K
    • Kleier Eured gant Roparz Hemon (1943),
    • Komzoù bev gant Maodez Glanndour (1949),
    • Kontadennoù a Vro-Skos gant Roparz Hemon (1944),
    • Korf an den gant Pêr Denez (1943),
  • L
    • Labous ar Wirionez gant Troude ha Milin (1950),
    • La langue bretonne et ses combats gant Roparz Hemon (1946),
    • Les Mots du breton usuel classés d'après le sens : Alc'houez ar Brezoneg eeun gant Roparz Hémon. (1942)
    • Le Vannetais unifié : prononciation, grammaire et vocabulaire gant Roperzh ar Mason (1943),
    • Levr an Amprevaned, gant Gwilherm Berthou-Kerverzhiou (1942).
    • Le Vieux Brest à travers ses rues, 2l embannadur holl azveret , skeudennet gant Pêr Peron gant Louis Delourmel (1946)
  • M
    • Marvailhoù Loened gant Abeozen (1943),
    • Ministère de l'agriculture. Direction générale des Eaux et forêts. 24è conservation. Inspection de Vannes. Département du Morbihan. Vente en 1945 des coupes de bois des exercices 1947 P, 1948 et 1949 P (1945)
    • Ministère de l'Agriculture. Service des haras. Haras de la circonscription, d'Hennebont, Sud-Finistère, Morbihan, Ille-et-Vilaine (1946)
    • Monuments historiques, Monuments naturels et Sites classés de Bretagne (1943).
  • N
    • Notennou diwar-benn ar Gelted koz, O Istor hag o Sevenadur gant Meven Mordiern (1944).
  • P
  • Portraits et médaillons morlaisiens gant Jean de Trigon (1943)
  • S
    • Sindbad ar Martolod, lakaet e brezhoneg gant Roparz Hemon, 112 p. Kontadenn tennet eus ar Mil nozvezh hag unan (1944)
    • Supplément au Grand dictionnaire français-breton, gant Frañsez Vallée (1948)
  • T
    • Traoniennou ha kaniennoù-mor gant Lan Devenneg (1943),
    • Trema an heol o sevel gant Yann-Fañch Kaba (1943).
  • Y
    • Yezadur berr ar c'hembraeg gant Abeozen (1941)
    • Yezhadur bras ar brezhoneg gant Frañsez Kervella (1947).

Roll oberennoù hervez an oberour

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • A
    • Abeozen, Dremm an Ankou (1942), Hervelina Geraouell, Marvailhoù Loened (1943),
  • B
    • Gwilherm Berthou-Kerverzhiou, Levr an Amprevaned (1942),
  • D
    • Pêr Denez, Korf an den (1943),
    • Lan Devenneg, Traoniennou ha kaniennoù-mor (1943),
    • André Dézarrois, Monuments historiques, Monuments naturels et Sites classées de Bretagne (1943),
    • Youenn Drezen, Buhez Lommig pe Enklask ar Vizaouenn-Skouarn’’ (1942)
  • G
  • H
    • Zavier V. Haas (ha Youenn Drezen) : Buhez Lommig pe enklask ar Vizaouenn-Skouarn (1942),
    • Roparz Hemon, Alanig an Tri Roue (1950), An Aotrou Bimbochet e Breizh (1942), Barzhonegoù (1943), C'hoariva brezhonek Fostus an Doktor Daonet (1944), Dictionnaire breton français (1943, 1948), Grammaire bretonne (1948), Kleier Eured (1943), Kontadennoù a Vro-Skos (1944), La langue bretonne et ses combats (1946).
  • K
    • Yann-Fañch Kaba, Trema an heol o sevel (1943),
    • Frañsez Kervella, Yezhadur bras ar brezhoneg (1947),
    • Yann-Vari Kerwerc’hez, En ur rambreal (1943).
  • L
    • Langleiz, C'hoariva brezhonek An div zremm (1944), Ene al linennoù (1942).
  • M
    • Roperzh ar Mason (Abherri da anv-pluenn) Evit ket ha netra (1951), Le Vannetais unifié. Prononciation, grammaire et vocabulaire (1943),
    • Meven Mordiern, Notennou diwar-benn ar Gelted koz, o Istor hag o Sevenadur (1944).
  • P
  • R
    • Jakez Riou, An ti satanazet (1944).
  • T
    • Troude ha Milin, Labous ar Wirionez (1950).
    • Frañsez Vallée, Supplément au Grand dictionnaire français-breton, XIII-178 p., 1948