Prosezioù Yokohama
Prosezioù Yokohama pe Prosezioù torfedoù brezel Yokohama (saozneg: Yokohama War Crimes Trials) a oa bet un heuliad prosezioù ouzh torfedourien brezel eus Bro-Japan dalc'het gant ur bodad soudarded eus an 8th Army stadunanat e Yokohama dres goude fin an Eil Brezel-bed. Kroget e oa e miz Kerzu 1945[1]. Ar re lakaet da gablus eus torfedoù-brezel a voe lakaet d'ar marv evit darn anezho ha lod all a voe toullbac'het. Ar dorfedourien a veze renket e klasadoù "B" ha "C", ar pezh a dalveze e oant reoù a eil renk.
An damallidi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Izili Kenpeitai: polis kuzh ha politikel Impalaeriezh Japan. Brudet evit bezañ feuls, gouez ha chivous gant ar brizonidi. Tamallet dezho jahinañ, dibennañ, ampoezonañ.
- Izili ar yec'hed: medisined, infirmiourezed, o devoa kemeret perzh en "arnodoù" medisinel war brizonidi.
- Ofiserien hag isofiserien eus nerzhioù lu Impalaeriezh Japan. Tamallet dezho dreist-holl bezañ roet urzhioù lazhadegoù pe bezañ chomet hep ober tra da dalañ ouzh lazhadegoù trevourien pe prizonidi brezel.
Lod zo chomet brudet evel Tatsuo Tsuchiya, ur gward feuls, kondaonet d'an toull-bac'h e vuhez-pad evit muntr ur prizoniad stadunanat padal e oa anat n'en doa ket sevenet an torfed-se[2]
Disoc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un hollad 1039 Japanad a oa bet barnet ha 123 anezho a oa bet kondaonet d'ar marv. Hervez testoù ar prosezioù e oa anat ne oa ket ar justis a oa klasket met lakaat sevel ur barrad aon e Japaniz evit troc'hañ da vat o c'hoant da vrezeliñ.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- In the Shadow of Nuremberg: The Creation of the Yokohama Trials of Class B and C War Criminals Christy Merrifield Stoffell University of Tennessee - Knoxville
- Studiadenneus pajennoù barnadennoù Yokohama gant Skol-veur Kalifornia en Berkeley
- Karen Ann Takizawa, "Judgment at Yokohama"
- "WAR CRIMES: For God's Sake!" Time Magazine, 16 a viz C'hwevrer 1948
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|