Mont d’an endalc’had

Nicole Le Garrec

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Nicole Le Garrec, ganet Nicole Marie Valentine Le Pape e 1942 e Plogastell-Sant-Jermen, zo ur sevenerez filmoù ha stourmerez. Labouret he deus a-hed he buhez gant he fried Félix Le Garrec. E 1970 he deus krouet an ti-produiñ UPCB ("Unité de Production Cinematographique en Bretagne") gant he fried ha René Vautier. E 1977 e voe krouet "Filmoù Breizh". E 1981 e teuas da wir Stal Rannvroel Sinema Breizh gant skoazell Ministrerezh ar sevenadur (Jack Lang a oa ministr neuze) evit stummañ filmaozourien yaouank.

Anvet eo bet marc'hegez Lejion a enor Frañs d'an 31 a viz Kerzu 2013. Resevet he deus, asambles gant he gwaz, Kolier an Erminig e Naoned e 2014.

Nicole Le Garrec a gemeras perzh e filmoù gant René Vautier :

- 1970 : Les ajoncs, aktourez

- 1972 : Avoir 20 ans dans les Aurès, skriptourez. Bet en deus ar film Priz af filmvarnourien etrebroadel e Cannes.

- 1975 : La folle de Toujane, kensevenerez

Sevel a reas asambles gant he fried Félix Le Garrec :

  • diaporamaoù :
    • La langue bretonne
    • Le remembrement
    • Ouessant
    • Olympic bravery
  • teulfilmoù :
    • 1977 : Diwan
    • 1978 : Mazoutés aujourd'hui
    • 1979 : Santik du
    • 1980 : Plogoff, des pierres contre des fusils
    • 1984 : La chapelle de Languivoa
    • 1987 : L'ouragan
    • 1990 : Les enfants dauphins
    • 1992 : La porte du Danube
    • 1993 : Opération livres Mali
  • ABP (Agence Bretagne Presse).
  • Bretagne Culture Diversité-Sevenadurioù.
  • Skol-Uhel ar Vro