Mont d’an endalc’had

Max Verstappen

Eus Wikipedia
Max Verstappen

Max Verstappen e 2017
Bro Izelvroioù Izelvroioù
Deiziadoù 30 a viz Gwengolo 1997
Kevezadeg bed ar Formulenn 1
Niverenn 1
33
Bloavezhioù
o redek
Abaoe 2016
Skipailhoù Toro Rosso (2016-2018)
Red Bull (Abaoe 2018)
Prizioù Bras 164
Trec'hioù 36
Plasoù pol 21
Podiomoù 78
Titloù 2021, 2022

Max Emilian Verstappen (distagadur izelvroek [mɑks eːˈmilijɑn vɛrˈstɑpə(n)], bet ganet d'an 30 a viz Gwengolo 1997, zo ur blenier redadegoù-kirri eus an Izelvroioù hag eus Belgia. Mab eo da Jos Verstappen, a oa bet blenier F1 ivez. Redek a ra gant Red Bull Racing e kevezadeg bed ar Formulenn 1 abaoe 2016 ha betek 2028 hervez e gevrat.

Abaoe e yaouankiz e oa bet prientet gant e dad da redek eil live uhelañ. Da 17 vloaz ha 166 deiz e voe blenier yaouankañ ar Formulenn 1 e 2015 pa gomañsas da redek gant Toro Rosso ha trec'hour yaouankañ eo ivez abaoe 2016, da 18 vloaz ha 227 deiz, gant Red Bull, goude bezañ erlec'hiet Daniil Kvyat e-kerzh ar bloaz. Buan en doa tapet ar vrud da vezañ ur blenier sur eus e zonezonoù ha rust un tamm war ar bistenn, hep bezañ kastizet kalzig avat. Ar bloavezioù da c'houde a gadarnaas e zonezonoù, met trenket e voent gant fazioù ha kudennoù teknik. Ar cheñchamant da Honda a ro ur chañs dezhañ da vezañ a-live gant Mercedes, a oa e penn ar Formulenn 1 abaoe 2014, met n'eo nemet e 2021 e voe kreñv a-walc'h e Red Bull-Honda da gas ar stourm betek ar fin, ha trec'h e voe war Lewis Hamilton, daoust d'an tabud war an degouez, en dro diwezhañ.

Kampion 2021 e F1 eo, ar 34 hini, ha kentañ izelvroat aet ar maout gantañ e Formulenn 1 eo.

Ganedigezh ha familh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa e Belgia, d'an 30 a viz Gwengolo 1997 e Hasselt hag e proviñs Limbourg e oa bet desavet en hevelep bro. Mab da Jos Verstappen, blenier Formulenn 1 ha da Sophie-Marie Kumpen, a voe blenierez karting a-live uhel, bet tapet ar maout ganti meur a wezh e redadegoù brudet. Ur c'hoar vihan en deus, Victoria-Jane, bet ganet e 1999. Dispartiet e voe e dud e 2008, goude barradoù feulster Jos o doa kaset anezhañ dirak al lez-varn.

Disoc'hoù e redadegoù-kirri

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Disoc'hoù e kevezadeg bed ar Formulenn 1

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude Priz Bras Bahrein 2023

Bloaz Skipailh Kastell-karr Keflusker Band.-rod PB redet Plasoù pol Trec'hioù Troioù gwellañ Podiomoù Dilezet Poentoù Renkadur
2015 Scuderia Toro Rosso Toro Rosso STR10 Renault V6 turbo daou-nerzh P 19 0 0 0 0 5 49 12vet
2016 Scuderia Toro Rosso
Red Bull Racing
Toro Rosso STR11
Red Bull RB12
Ferrari V6 turbo daou-nerzh
TAG Heuer V6 turbo daou-nerzh
P 21 0 1 1 7 3 204 5vet
2017 Red Bull Racing Red Bull RB13 TAG Heuer V6 turbo daou-nerzh P 20 0 2 1 4 7 168 6vet
2018 Aston Martin Red Bull Racing Red Bull RB14 TAG Heuer V6 turbo daou-nerzh P 21 0 2 2 11 4 249 4
2019 Aston Martin Red Bull Racing Red Bull RB15 Honda V6 turbo daou-nerzh P 21 2 3 3 9 2 278 3
2020 Aston Martin Red Bull Racing Red Bull RB16 Honda V6 turbo daou-nerzh P 17 1 2 3 11 5 214 3
2021 Red Bull Racing Honda Red Bull RB16B Honda V6 turbo daou-nerzh P 22 10 10 6 18 3 395,5 Kampion
2022 Oracle Red Bull Racing Red Bull RB18 Red Bull Powertrains V6 turbo daou-nerzh P 22 7 15 5 17 2 454 Kampion
2023 Oracle Red Bull Racing Red Bull RB19 Red Bull Powertrains-Honda V6 turbo daou-nerzh P 1 1 1 0 1 0 25 1
Hollad 164 21 36 21 78 31 2036,5

Trec'hioù e kevezadeg bed ar Formulenn 1

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
# Bloaz Redadeg Priz Bras Troiad Plas loc'hañ Skipailh Karr
1 2016 5/21 Spagn Barcelona 4 Red Bull-TAG Heuer RB12
2 2017 15/20 Malaysia Sepang 3 Red Bull-TAG Heuer RB13
3 2017 18/20 Mec'hiko Mexico 2l Red Bull-TAG Heuer RB13
4 2018 9/21 Aostria Spielberg 4 Red Bull-TAG Heuer RB14
5 2018 19/21 Mec'hiko Mec'hiko 2l Red Bull-TAG Heuer RB14
6 2019 9/21 Aostria Spielberg 2l Red Bull-Honda RB15
7 2019 11/21 Alamagn Hockenheim 2l Red Bull-Honda RB15
8 2019 20/21 Brazil Interlagos Plas pol Red Bull-Honda RB15
9 2020 5/17 70vet deiz-ha-bloaz Silverstone 4 Red Bull-Honda RB16
10 2020 17/17 Abou Dabi Yas Marina Plas pol Red Bull-Honda RB16
11 2021 2/22 Emilia-Romagna Imola 3 Red Bull-Honda RB16B
12 2021 5/22 Monako Monako 2l Red Bull-Honda RB16B
13 2021 7/22 Bro-C'hall Paul-Ricard Plas pol Red Bull-Honda RB16B
14 2021 8/22 Stiria Spielberg Plas pol Red Bull-Honda RB16B
15 2021 9/22 Aostria Spielberg Plas pol Red Bull-Honda RB16B
16 2021 12/22 Belgia Spa-Francorchamps Plas pol Red Bull-Honda RB16B
17 2021 13/22 Izelvroioù Zandvoort Plas pol Red Bull-Honda RB16B
18 2021 17/22 Stadoù-Unanet Austin Plas pol Red Bull-Honda RB16B
19 2021 18/22 Mec'hiko Mec'hiko 3 Red Bull-Honda RB16B
20 2021 22/22 Abou Dabi Yas Marina Plas pol Red Bull-Honda RB16B
21 2022 2/23 Arabia saoudit Jeddah 4 Red Bull RB18
22 2022 4/23 Emilia-Romagna Imola Plas pol Red Bull RB18
23 2022 5/23 Miami Miami 3 Red Bull RB18

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kampion a-raok :
Lewis Hamilton
Max Verstappen
Kampion bed ar Formulenn 1
2021
Kampion war-lerc'h :

Kevezadeg bed ar Formulenn 1 e 2023
Red Bull Ferrari Mercedes Alpine McLaren Alfa Romeo Aston Martin Haas AlphaTauri Williams
33 Verstappen
11 Pérez
55 Sainz
16 Leclerc
44 Hamilton
63 Russell
10 Gasly
31 Ocon
4 Norris
81 Piastri
77 Bottas
24 Zhou
14 Alonso
18 Stroll
27 Hülkenberg
20 Magnussen
22 Tsunoda
21 de Vries
23 Albon
2 Sargeant
Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1