Mont d’an endalc’had

Jordi Pujol i Soley

Eus Wikipedia

Jordi Pujol i Soley, bet ganet d'an 9 a viz Mezheven 1930 e Barcelona, a zo ur politikour pouezus a gKatalonia. Bet eo bet prezidant ar Generalitat etre 1980 ha 2003.

Un diplom medisinerezh en deus bet e Skol-veur Barcelona.

Abred e stourmas evit Katalonia.

E 1960 e voe tamallet bezañ bet aozer ur flemmskrid enep Franco Us presentem el general Franco ("Kinnig a reomp deoc'h ar jeneral Franco") hag atizer darvoudoù an 19 a viz Mae er Palau de la Música e Barcelona, pa ganas an arvesterien Cant de la senyera (kan brogarour katalan), dirak meur a vinistr e-kerzh ul lid en enor da gantvet deiz-ha-bloaz ganedigezh ar barzh Joan Maragall. Kondaonet e voe da 7 vloaz toull-bac'h gant ul lez-varn arme. Tremen a reas daou vloaz hanter e toull-bac'h Salamanca.

Krouiñ a reas ar stollad politikel Convergència Democràtica de Catalunya (CDC) e 1974. Anvet e voe da sekretour-meur. Fellout a rae d'ar strollad kas war-raok spered broadel ar Gatalaned ha krouiñ ar frammoù ekonomikel hag arc'hantel ret evit diorren ar vro.

E penn kevredad ar c'hreiz hag an emrenerien, Convergència i Unió (Kej hag Unaniezh) e oa evit dilennadegoù hollek Meurzh 1979. Dont a reas da vezañ ministr (conseller). E miz Mae 1980 e voe dilennet da brezidant ar Generalitat, penn gouarnamant emren Katalonia.

C'hwech gwech e voe dilennet da brezidant gant Parlamant Katalonia. Gant ar brasañ niver klok e 1984, 1988 ha 1992, ha gant ar brasañ niver simpl goude an dilennadegoù aozet a-raok ar c'houlz 1995 ha 1999. Ren a reas 23 bloaz. E 2003 e voe dilennet ar sokialour Pasqual Maragall da brezidant Katalonia. Pellaat a reas Jordi Pujol diouzh ar politikerezh tamm-ha-tamm. Kemeret e voe penn ar CDC gant Artur Mas i Garannó.

Kontoù kuzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1958 e oa bet krouet ar Banca Catalana gant tad Jordi Pujol. Freuz-stal a reas an ti e 1982. Ne oa ket sklaer an afer ha paeet e voe an toull a 1,6 miliard a euroioù gant ar baeerien tailhoù. E 1984 e voe savet klemm gant Prokulor jeneral Spagn enep Jordi Pujol hag ugent merour eus ar Banca Catalana. E miz Du 1986 e tivizas ur vodadeg veur dreistordinal eus lez-varn tiriadel Barcelona ne oa ket prouennoù a-walc'h evit tamall prezidant Katalonia.

Dihunet e voe an afer pa anzavas Jordi Pujol d'ar 25 a viz Gouere 2014 bezañ bet kontoù kuzh e-pad bloavezhioù. Tamall ra ar mediaoù dezhañ bezañ kuzhet ouzhpenn 100 milion a euroioù, deuet eus "goproù-gwerzhañ" war chanterioù publik, en un trizek bro bennak. Dleet en deus reiñ e zilez a brezidant a enor ar CDC.

Meur a vedalenn en deus bet. En o zouez :

  • Medalla d'Or de la Generalitat de Catalunya (Medalenn aour Generalitat Katalonia), 2007
  • Ordre national du Québec (Urzh Broadel Kebek), 1996
  • Légion d'honneur (Lejion a enor Republik Frañs)
  • Grand-croix de l'ordre de la Couronne (Kroaz-veur Urzh ar Gurunenn) a vBelgia
  • Cavaliere di Gran Croce Ordine al Merito della Repubblica Italiana (marc'heg a groaz-veur Urzh Merit Republik Italia), 1980
  • Doktor "honoris causa" eus meur a skol-veur eo: Lumière-Lyon-II, Paris VIII (Pariz), Unan eus Skolioù-meur Tolosa (da resisaat), Université Catholique de Bruxelles (Skol-veur gatolik Brusel) a-douez reoù all
  • Resevet en deus Kolier an Erminig e 1992.
  • Wikipedia gallek, saoznek ha katalanek

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]