Inizi Turks ha Caicos
Neuz


An Inizi Turks ha Caicos (Turks and Caicos Islands e saozneg, berraet e TCI), zo inizi er Mor Karib, er gevred da Inizi Bahamas, hag en hanternoz da Haiti, hag un Tiriad Breizhveuriat Tramor. Un tregont enezenn zo anezho, ha 497 km² en holl. Cockburn Town, e Grand Turk Island, eo ar gêr-benn.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dizoloet e voe an inizi en 1512 gant Juan Ponce de León. E 1681 e teuas trevadennerien eus Bermuda hag e voe staget ouzh ar gurunenn saoz.
Lod eus ar Bahamas e oant betek 1848, goude e voent staget ouzh Jamaika betek 1962, ouzh ar Bahamas adarre betek 1973, ha neuze e teujont da vout un Tiriad Breizhveuriat Tramor.