Inizi Orc'h

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.


Inizi Orc'h (Arcaibh e gouezeleg Skos hag Orkney e saozneg) zo un enezeg e Mor an Hanternoz, an hini dostañ da hanternoz douar-bras Bro-Skos, e Breizh-Veur. Un 70 enezenn zo anezho gant 20 000 annezad bennak. Met n'eus tud o chom nemet en un tregont bennak, ha dreist-holl en hini vrasañ, Mainland, e kêrioù Kirkwall ("Baile na h-Eaglaise" e gouezeleg) ha Stromness ("Srom Nis" e gouezeleg). Ur gontelezh e oa, un “takad enezek” etre 1975 ha 1996, ha hiziv eo unan eus rannoù melestradurel diazez Skos.
An inizi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sede anvioù an inizi pennañ :
- Tìr Mòr (enni emañ ar gêr-benn, Kirkwall),
- Hoigh (pe "Hoy" hervez an anv saoznek),
- Raonullsaidh (South Ronaldsay) (er Su)
- Rinneansaidh (North Ronaldsay) (en Norzh)
- Romhsaidh (Rousay)
- Sanndaidh (Sanday),
- Srònsaish (Stronsay) ha
- Ueastraidh (Westray) en Norzh.
- Iadaidh (Eday)
- Siàpansaidh (Shapinsay)
Ur gorread a 975 km² a zo d'an enezeg a-bezh.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar c'hrag eo danvez pennañ an inizi nemet tammoù greunit ha gneiss a zo ivez.
Ekonomiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar gloan tennet eus an deñved a zo bet unan eus pinvidigezhioù an inizi hag al lin ivez. Hiziv e vev meur a annezad diwar ekonomiezh an eoul-maen p'eo porzh Flotta al lec'h ma'z erru an eoul-maen diouzh ar puñsoù a gaver e Mor an Hanternoz.
Srom Nis (Stromness) eo ar porzh ma'z eus listri-treizh evit ober al liamm gant an douar-bras.
Wiski
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Highland Park eo anv ar wiski graet er vro.
Sellet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un enezeg all, dizoloet er XVIIvet kantved, a zo bet roet dezhi un anv a ra dave da Inizi Orc'h : Inizi Orc'h ar Su e mervent ar Meurvor Atlantel.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|