Hent-houarn
Neuz
An hent-houarn a zo ur sistem treuzdougen div lodenn ennañ :
- an isframm, graet gant an hent-houarn, div steudad linennoù-houarn pe roudennoù lakaet war an treuzadelloù, ar re-se lakaet war un hentad mein (ar ballast)
- an aveadur ruilh, hemañ o tremen dindan stumm un tren, (anvet strobad ivez) da lavaret eo ur steudad gweturioù stlejet gant ur stlejerez peurliesañ. Bez' ez eus ivez trenioù emlusk enno unan pe daou pe dri strobad gweturioù hep stlejerez. Evel-se e cheller staliañ ar c'hefluskerioù e meur a lec'h (unan pe daou e pep strobad).
Dre astenn, ar ger hent-houarn a vez implijet evit an embregerezhioù-korvoiñ, da lavaret eo ar re a laka an hentoù-houarn da vont en-dro.
An dro-lavar hent-houarn a zeu eus ar galleg, hemañ un droidigezh rik eus ar saozneg. Ez-ofisiel eo bet lakaet war wel en ordrenañs roueel embannet d'ar 26vet a viz C'hwevrer 1823 p'eo bet aotreet e vefe savet al linenn hent-houarn kentañ e Bro-C'hall evit ur vengleuz c'hlaou e Sant-Steven (Loire).