Mont d’an endalc’had

Hans Baur

Eus Wikipedia

Johann Peter Hans Baur (19 a viz Even 1897 en Ampfing17 a viz C'hwevrer 1993 e Herrsching) a voe levier Adolf Hitler pa gabale er bloavezhioù 1920 ha 1930. Goude-se e teuas da vezañ e levier personel, hag e voe e penn ar Reichsregierung.

E-pad ar Brezel-bed kentañ e voe el Luftstreitkräfte, hag a oa nijerezh an impalaeriezh a-raok ma vefe savet al Luftwaffe. E-pad unan eus e nijoù e savas kudennoù gant keflusker e garr-nij hag a oa o kouezhañ, met Baur a zeuas a-benn da lakaat ar c'heflusker da vont en-dro memestra. Hitler a soñjas dezhañ e oa ur sin bennak, hag ur wech deuet da vezañ Führer e pedas Baur da zebriñ gantañ meur a wech.

E dibenn an Eil Brezel-bed, da vare emgann Berlin, ez eas da repuiñ er Führerbunker. Goude emlazh Hitler e klaskas tec'hout kuit gant tud all a-benn tizhout an armeoù saoz hag amerikan, met tapet e voe gant soudarded an Arme Ruz hag e voe prizonad e-pad 10 vloaz. E 1957 e teuas er-maez e zanevell-vuhez anvet Ich flog mit den Mächtigen der Erde, da lavaret eo Nijet em eus gant tud pouezus ar an Douar.

August Schmölzer eo an aktor a c'hoari perzh Baur er film Der Untergang (2004).