Emgann Badajoz (1812)
Rann eus | Brezel Dizalc'hted Spagn ![]() |
---|---|
Stad | Spagn ![]() |
Lec'h | Badajoz ![]() |
Daveennoù douaroniel | 38°52′44″N 6°58′1″W, 38°52′49″N 6°58′31″W ![]() |
Deiziad | 1812 ![]() |
Deiziad kregiñ | 16 Meu 1812 ![]() |
Deiziad echuiñ | 6 Ebr 1812 ![]() |

- Meur a Emgann Badajoz zo bet.


Seziz Badajoz, (16 a viz Meurzh - 6 a viz Ebrel 1812), lesanvet Trede Seziz Badajoz, a c'hoarvezas e-kerzh Brezel Dizalc'hted Spagn.
Ul lu portugalat-saoz renet gant Arthur Wellesley, kont Wellington (a zeuas da vezañ Field Marshal Duke of Wellington), a lakaas seziz war kêr Vajadoz e Spagn hag a redias ar gwarnizon gall da godianañ goude un emgann taer ha gwadus.
Ar seziz a oa bet unan eus ar re washañ e Brezelioù Napoleon. Gwelet eo evel un trec'h koustus evit Bro-Saoz : 4 800 soudard kevredet lazhet pe c'hloazet e-doug un nebeud eurvezhioù emgann taer pa oa bet aloubet mogerioù-difenn kêr e fin an emgann. Troet da sot gant an niver uhel a soudarded c'hloazet pe lazhet, ar soudarded trec'h a oa krog da breizhañ an tiez, dreist-holl ar stalioù alkool enno. Dre ma oa kalz alkool e oant mezviet hag enebet ouzh o ofisierien (lod a voe lazhet ganto) hag e krogjont da lazhadegañ annezidi kêr. E-tro 4 000 maouez a oa bet gwallet ha lazhet. Meur a zevezh a voe ezhomm evit ma paouezfe al lazhadeg bras-spontus-se.