Balkanioù

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Anvet diwar | Balkan Mountains ![]() |
---|---|
Anv annezidi | Balcánach ![]() |
Kevandir | Europa ![]() |
War ribl | Mor Kreizdouar, Mor Adria, Mor Ionian, Mor Egea, Mor Du ![]() |
Daveennoù douaroniel | 42°0′0″N 22°0′0″E ![]() |
Poent uhelañ | Mousala ![]() |


Ur rannved, pe ur vro douaroniel ha politikel e Gevred Europa eo ar Balkanioù, an darn vuiañ en ul ledenez meneziek, hini ar Balkanioù, hag int staget ouzh aradennad-venezioù an Alpoù er Gwalarn ha ouzh aradennad-venezioù ar C'harpatoù er Biz. Tri aradennad-venezioù a ya d'ober menezioù ar Balkanioù :
- aradennad-venezioù an Alpoù dinarek
- tolzennad ar Rodop
- aradennad-venezioù ar Balkan

E-barzh rannvro ar Balkanioù ez eus 9 stad pe lodenn eus ur stad :
- Albania
- Bosnia-ha-Herzegovina
- Bro-C'hres
- Bulgaria
- Kroatia
- Makedonia an Norzh
- Montenegro (anv ofisiel : Cerna Gora = ar Menez du)
- Serbia
- Slovenia
- Lodenn Turkia, e takad Trakia ar Reter, zo anvet Roumelia ivez.
War-dro al ledenez e kaver Mor Adria ha Mor Ionia er c'hornôg, Mor Egaios er Biz hag ul lodenn vihan eus ar Mor du.
Er Balkanioù ez eus 53 milion a annezidi war 550 000 km2.
Dont a ra anv ar Balkanioù eus aradennad-venezioù ar Balkan, zo e Mervent Bulgaria hag e Reter Serbia. E turkeg e talvez balkan "menez serzh ha koadeg".
Brezelioù ar Balkanioù ha kudenn ar Balkanioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-kreiz an XIXvet kantved e veze kaoz eus kudenn ar Balkanioù pa veze meur a bobl o klask bezañ dieub eus beli an Impalaeriezh otoman.