Mont d’an endalc’had

Émile de Kératry

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Émile de Kératry
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv-bihanÉmile Kemmañ
Anv-familhde Kératry Kemmañ
Titl noblañsKont Kemmañ
Deiziad ganedigezh24 Meu 1832, 20 Meu 1832 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPariz Kemmañ
Deiziad ar marv6 Ebr 1904 Kemmañ
Lec'h ar marvPariz Kemmañ
Lec'h douaridigezhLe Port-Marly Kemmañ
TadAuguste Hilarion, comte de Kératry Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Yezh implijet dre skridgalleg Kemmañ
Micherpolitiker, milour, dramaour, kazetenner, kargiad uhel Kemmañ
KargQ58681474, Prefect of Police of Paris, Prefect of Haute-Garonne, Prefect of Bouches-du-Rhône Kemmañ
Bet war ar studi eLycée Louis-le-Grand Kemmañ
Lec'h labourPariz Kemmañ
Grad miloureljeneral brigadenn Kemmañ
Commander of (DEPRECATED)Arme Breizh Kemmañ
BrezelBrezel 1870-1871 Kemmañ
Diellaouet gantArchives nationales, Servij istorel an Difenn Kemmañ
Darvoud-alc'hwezfuneral Kemmañ
Significant placeFrench Algeria, Aures Kemmañ
Prizioù resevetCommander of the Legion of Honour Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Émile de Kératry

Ar c'hont Émile Marie Hilarion de Kératry, bet ganet d'ar 24 a viz Meurzh 1832 e Pariz hag aet da Anaon d'ar 6 a viz Ebrel 1904 er memes kêr, a oa ur milour hag ur politikour gall.

Mab-bihan e oa da Julien Jean François de Kératry (1700-1779) a oa bet prezidant an Noblañs e Breujoù Breizh adalek 1766 betek 1774.

Goude bezañ kaset e studi da benn el liseoù Saint-Louis ha Louis-le-Grand e Pariz ec'h en em engouestlas en arme c'hall. Kemer a reas perzh e Brezel Krimea hag en Eil emelladenn Bro-C'hall e Mec'hiko evel ofiser a-raok reiñ e zilez e miz Genver 1865.

Evel e dad — Auguste Hilarion de Kératry (1769-1859) — araokañ, dilennet e voe Kératry da gannad Penn-ar-Bed d'ar 24 a viz Mae 1869, ur garg hag a zalc'has betek ar 4 a viz Gwengolo 1870. D'an deiziad-mañ eo e voe embannet an Trede Republik c'hall gant Léon Gambetta goude m'en devoe kodianet Napoleon III e Sedan (Ardennes) d'an 2 a viz Gwengolo. Oberiant-mat e voe e-pad darvoudoù deroù miz Gwengolo hag anvet da brefed-polis Pariz.

Anvet da jeneral rannarme gant Léon Gambetta d'an 22 a viz Here 1870 e kemeras penn Arme Breizh ha Kamp Koñli e-lec'h ma voe bodet an holl soudarded o tont eus Aodoù-an-Hanternoz, Il-ha-Gwilun, Liger-Izelañ, Mor-Bihan ha Penn-ar-Bed da stourm ouzh an alouberien brusian. Ne badas ket gwall bell e gargoù dre ma roas e zilez d'ar 27 a viz Du, aet skuizh gant ar skoilhoù a bep seurt bet lakaet war e hent gant dileurierezh ar gouarnamant gall staliet e Teurgn (Indre-et-Loire). Erlec'hiet e voe gant ar jeneral Henri Delacoux de Marivault-Emeriau.

D'ar 15 a viz Du 1871 e voe anvet da brefed Bouches-du-Rhône, ur garg hag a voe ret dezhañ dilezel d'an 8 a viz Eost 1872.

Al levrioù bet skrivet gantañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1867 : L'élévation et la chute de l'empereur Maximilien : intervention française au Mexique, 1861-1867,
  • 1867 : Les ruines de Pompéï,
  • 1868 : La contre-guérilla française au Mexique : Souvenirs des terres chaudes,
  • 1868 : La créance Jecker, les indemnités françaises et les emprunts mexicains,
  • 1872 : Le Dernier des Napoléon,
  • 1872 : Le 4 septembre et le gouvernement de la Défense nationale, déposition devant la commission d'enquête de l'Assemblée nationale, mission diplomatique à Madrid 1870,
  • 1873 : Armée de Bretagne, 1870-1871 : dépositions devant les commissions d'enquête de l'Assemblée nationale, avec carte à l'appui, rapport de la commission d'enquête,
  • 1878 : Bas-fonds et Sommets : Clichés de la vie réelle,
  • 1878 : Mourad V. Prince, Sultan, Prisonnier d'état (1840-1878) d'après des témoins de sa vie,
  • 1887 : À travers le passé : souvenirs militaires,
  • 1898 : Petits mémoires.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]