Mont d’an endalc’had

bleiz

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
Eilstummoù tipografek Gwelet ivez : Bleiz

Brezhoneg

Ur bleiz.

Etimologiezh

Deveret eus ar ger henvrezhonek bleid.
Kavet eo bleiz er C'hatolikon.
Da geñveriañ gant ar gerioù blaidd en kembraeg ha blyth en kerneveureg.

Anv-kadarn

Unander Liester
Gourel bleiz
/ˈblɛjs/
bleizi
/ˈblɛj.zi/
Benel bleizez
/ˈblɛj.zes/
bleizezed
/blɛj.ˈzeː.zet/

bleiz /ˈblɛj(s)/ gourel (liester bleizi)

  1. (Loenoniezh) Bronneg kigdebrer gouez eus ar c'herentiad Canidae, e anv spesad Canis lupus, dezhañ blev melen-du, daoulagad a-veskell, divskouarn sonn hag ul lost a-ispilh.
  2. den drouk
    • Hennezh a zo ur bleiz. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 288.)
    • Pleget he benn, oa evel ar bleiz : ne zelle nag huel nag izel, nag a gleiz nag a zeou, mez trei ha distrei a rea a bep-tu, he zaoulagad a ioa deuet da veza ruz evel daou gef-tan. ek
    • An oan hag ar bleiz, daoust hag hi a c’hell beva er memez park ? — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 69.)
    • Ma viche bet dirag eur bleiz pe eur c’hi klan, den n’en diviche bet aoun ; mez mont var eun teuz, var eur spountail !...

Gerioù kevrennek

Deveradoù

Troioù-lavar

Bezañ evel ar blei(z): kontant da gaout kuit a reiñ

  • Bezañ skragn evel ur bleiz: pizh-gagn.
  • Al louarn a varvo en e groc'hen hag ar bleiz en e goad
  • Ar glaouer er c'hoadoù
    Evel ar bleiz a yud atav
  • Da heul ar bleiz ned a ket an oan
  • Evit reizhañ ar bleizi
    Ez eo ret o dimeziñ
  • Gwelloc'h eo lazhañ ar bleiz evit bezañ lazhet gantañ
  • Harzhal gant ar c'hi, yudal gant ar bleiz
    Ha komz brezhoneg e Breizh
  • Jilig. – Setu an Aotrou Patern. Pa gomzer euz ar bleiz, e lost a weler a bell pe a dost ! — (Yann-Vari Perrot, An Aotrou Kerlaban Pez farsus e 3 Arvest, Brest, 1922, p. 32.)
  • Pa gomzer eus ar bleiz, e lost
    a weler a-bell, pe a-dost.
    — (Loeiz ar Floc'h, Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927, p. 7.)
  • Pa gomzer eus ar blei, emean, e ve a-bell pe a-dost. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 179.)
  • Pa gomzer eus ar bleiz
    E vez gwelet e benn, pe e lost pe e greiz
  • Pa vez komzet eus ar bleiz e vez gwelet e lost,
    Pe a-bell pe a-dost

Troidigezhioù

Gwelet ivez

  • Ar pennad « bleiz » e-barzh Wikipedia Pennad war Wikipedia