Mont d’an endalc’had

Windisch

Eus Wikipedia

Windisch a zo ur gumum e Suis, e kanton Aargau, e distrig Brugg.

War ur beg etre ar stêr Aar hag ur pleg ar Reuss emañ Windisch

Henimpalaeriezh roman
  • Vindonissa (Tacitus, Hist. IV, 70)
  • Vicani Vindonissenses (79 goude J.-K. CIL XIII, 5195)
  • Vindonissa (Taolenn Peutinger, skejenn III/5)
  • Vindonissa (It. Ant., 251, 6)
Impalaeriezh roman izel ha Krennamzer uhel
  • (Campi) Vindonii (Pan. lat. VII, 4)
  • Vindonissae (Campos) (ibid. 6)
  • Castrum Vindonissense (Not. Gall.)
  • Civitas Vindonisse, Vindoninse, Vindonissensis ... (ibid.)
  • Episcopus Civitatis Vindonensis, 517 (Conc. Gall. II)
  • Episcopus Civitatis Vindionensium, 541 (ibid.)
  • Episcopus Ecclesiae Vindunensis, 549 (ibid.)
En aour e gastell en sabel ouzh kentañ hag e leon en gul ouzh eil, an daou war ar geot ouzh beg.[1]

Talvoudegezh ː ar c'hastell evit kamp roman Vindonisia; al leon e koun konted Habsburg.

Windisch zo bet da gentañ e proviñs Belgica, ha goude e Germania Superior. Un oppidum keltiek e oa eno.

Goude distruj an arme roman e koadeg Teutoburg, er bloaz 9 kent J.K., e voe savet ur c'hamp roman e Windisch evit al Legio XIII Gemina.

Da vare an impalaer Klaod (41-54), e keñver ergerzhadegoù Enez Vreizh, Legio XIII Gemina a zo kaset da Poetovio (Pettau), e bro Pannonia. En e lec'h e Winsdich a zeu Legio XXI Rapax, o tont eus Vetera (Xanten).

War-lerc'h al Legio XXI Rapax, goude brezel diabarzh 67-70, e teuas al Legio XI Claudia Pia Fidelis.

Al Legio XI a voe kaset da Dacia er bloaz 101. Echu e oa gant ur c'hamp lejion e Windisch. Ur vicus (= kêriadenn), a gemeras neuze lec'h ar c'hamp[2].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • an eskob Bubulcus (sened-iliz Epaone, 517)
  • an eskob Gramatius (senedoù-iliz Clermont, 535 hag Orleañs, 541 ha 549)
  • an eskob Ursinnas[3]

Liammoù diavez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. En aour e gastell en sabel ouzh dehoù heuliet gant ul leon savant en gul ouzh kleiz, war ur savenn geotet a bemp menez.
  2. Catherine Santshi & Charles Bonnet ː Topographie chrétienne des cités de la Gaule, des origines au milieu du VIIIè siècle. XV. Province ecclésiastique de Besançon (Maxima Sequanorum), De Boccard, 2007.
  3. Catherine Santshi & Charles Bonnet, p. 49)