Mont d’an endalc’had

Watling Street

Eus Wikipedia
Watling Street

Watling Street eo an anv roet hiziv d'un hent kozh savet gant ar Vrezhoned en Enez Vreizh, adalek Canterbury a-vremañ ha St Albans, e gevred Bro-Saoz hiziv, hag o bont war-du ar gwalarn. Kempennet e oa bet er Iañ kantved gant ar Romaned a bavezas anezhañ. Tremen a rae dre berzhier Dubris (Dover), Rutupiae (Richborough), Lemanis (Lympne), ha Regulbium (Reculver) hag ac'hano d'ar pont roman war an Tavoez e Londinium (London).

Goude, war-du ar gwalarn eta, e tremene dre Verulamium (St Albans) hag ac'hano da Viroconium (Wroxeter). Ar Romaned a wele an hent o kenderc'hel betek Blatobulgium (Birrens), en tu all da Moger Hadrian, ken e vez lavaret Watling Street gant gouizieien zo eus an darn-se eus an hent ivez, petra bennak ma vez miret an anv gant lod all evit envel al lodenn su hepken.

Er Watling Street e voe trec'het ar rouanez Boudica gant ar Romaned ha diwezhatoc'h e rae harz mervent an Danelaw.