Triumvirelezh
Neuz
« Triumvirelezh » (Troika e ruseg) a vez graet eus un emglev politikel pe soudardel etre tri den hag en em unan evit ren. Eus ar ger latin triumvirate, hag a dalvez "tri den", e teu ar ger "triumvirelezh".
Henroma
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E dibenn Republik Roma e taolenn ar ger-se :
- an Driumvirelezh kentañ a vod Caesar, Pompeius ha Crassus ;
- an eil Triumvirelezh hag a vod Marcus Antonius, Octavius ha Lepidus.
Bro-C'hall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Bro-C'hall e voe kaoz eus triumvirelezhioù :
- e-doug ar brezelioù relijiel gant emglev tripenngadour katolik : Anne de Montmorency, François de Guise ha Jacques d'Albon de Saint-André ;
- dindan ren Loeiz XV gant gouarnamant ar sekretourien-Stad Aiguillon ha Terray hag ar c'hañseller Maupeou ;
- e-pad ar vodadenn vonreizhañ gant emglev ar dispac'hourien Antoine Barnave, Adrien Duport ha Lameth.
- War-lerc'h taol-Stad an 18 fructidor eus bloavezh V ar republik c'hall eo kontrollet an Directoire gant triumvirelezh Reubell, Barras ha La Révellière-Lépeaux.
- Dindan ar Stad C'hall, war-lerc'h rakuit Laval, d'an 13 a viz Kerzu 1940, e vez lakaet e plas ur poellgor ren gant dekred an 19 a viz Kerzu. E penn anezhañ ez eus an amiral Darlan a sav un driumvirelezh gant Flandrin, ministr an Aferioù estren, hag ar jeneral Huntziger, ministr ar brezel. Bez ez eus eus ar poellgor ren-se betek ma voe anvet Darlan da vesprezidant ar C'huzul ha ministr an Aferioù estren d'an 9 a viz C'hwevrer 1941.
Unaniezh Soviedel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En Unaniezh Soviedel e veze graet Troika eus emglev an nerzhioù politikel a denne d'un driumvirelezh :
- e-pad an Eil Brezel Bed gant ar gouarnamant trifennek a vode Jozef Stalin, Vyatcheslav Molotov ha Lavrentiy Beria ;
- goude drouklamm Nikita C'hrouchtchov e voe lodennet postoù sekretour kentañ ar Strollad, kentañ ministr ha penn Stad :
- Leonid Brejnev, Aleksey Kosygin hag Anastas Mikoyan
- Leonid Brejnev, Alexei Kosygin ha Nikolay Podgorny da c'houde.