Tour of Duty zo ur stirad skinwel milourel ha drama stadunanat diazezet war darvoudoù Brezel Viêt Nam, skignet war CBS. Ar stirad a oa padet tri c'houlzad, eus ar 24 a viz Gwengolo1987 betek an 28 a viz Ebrel1990, gant un hollad 58 lodenn un eur pep hini. Ar stirad a oa bet krouet gant Steve Duncan hag L. Travis Clark ha produet gant Zev Braun.
Heuliañ a reer ur bagad soudarded stadunanat e-pad o "tour of duty" (tro vrezel) e Brezel Viêt Nam. Ar c'hentañ stirad skinwel e oa bet o tiskouez ar stourmoù e Su Vietnam ha liammet eo ouzh ar stiradoù all produet da-heul ar film Platoon (1986) gant Oliver Stone.
Ar stirad skinwel a zo bet enoret gant un Emmy Award e 1988 er rummad Outstanding Sound Mixing for a Drama Series, ha lakaet e oa bet e anv adarre e 1989 ha 1990.
Tour of Duty a ro tro da gomz eus temoù lies liammet gant mare brezel Vietnam: politikerezh, ar feiz, kengred, gouennelouriezh, an emlazh, fragging, sponterezh, marv trevourien er brezel, ar reizh, kudennoù dramm, ha penaos e voe freuzet buhez ar soudarded kement ha re an drevourien gant ar brezel garv a oa bet e Vietnam.
Ar stiarad skinwel Tour of Duty a chom brudet evit sonerezh ar bloavezhioù 1960-1970 a vez klevet alies. Gant CBS war Columbia Records e oa bet meur a bladenn hag un dastumadenn embannet etre 1988 ha 1989. Ar pladennoù kentañ n'int ket mui embannet. Setu listenn ar c'hanaouennoù a oa bet:
E 1992, Sony Music a embanne ur stroll kanaouennoù tremenet er stirad war pladennoù hag anvet The Best of 'Tour of Duty'. En holl ez eus 20 kanaouenn tennet eus pevar pladenn Tour of Duty a oa bet embanent dija.