Stalingrad (film, 2001)
- Evit implijoù all, gwelet Stalingrad (disheñvelout).
Enemy at the Gates (Stalingrad e Bro-C'hall) zo ur film sevenet gant Jean-Jacques Annaud ha deuet eo-maez e 2001 er salioù-sinema[1].
Synospis
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diazezet eo ar film war oberoù Vassili Grigorievitch Zaïtsev, ur soudard soviedel taolet e Emgann Stalingrad da vare an Eil Brezel-bed. Goude un dagadenn e-lec'h ma vez lazhet ar soudarded all tro-dezhañ e kej gant Danilov, ur c'homiser politikel. An daou anezhe a zo kelc'hiet gant soudarded alaman, met savetaet int gant barregezhioù Zaïtzev war an tennañ.
Dont a ra Zaïtzev da vezañ ur sniper doujet gant ar Soviediz koulz hag an Alamaned. Lakaet e vez war-wel gant ar propaganda. Sikouret e vez gant Koulikov, un tenner koshoc'h gantañ skiant-prenet. A-benn lazhañ anezhañ e kas an Alamaned ar major Erwin König, bet e penn ur skol sniperien en Alamagn. Un duvell a sav etre an daou denner evit lazhañ egile. En istor e kresk un istor karantez etre Zaïtzev ha Tania Tchernova, ur soudardez all.
Gwirvoud istorel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Vassili Grigorievitch Zaïtsev a zo bet anezhañ evit gwir, ha kemeret en deus perzh e Emgann Stalingrad. Hervez en dije lazhet 225 ofisour ha soudard alaman eno, 11 tenner-resisted en o zouez, a-raok bezañ gloazet o vale war ur min e miz Genver 1943[2]. Peurrest an istor a zo faltaziek. Douetañs a zo war gwirvoud ar Major König, a c'hallje bezañ bet ijinet gant propaganda an URSS evit degas muioc'h a vrud c'hoazh da Zaïtzev[3].
Armoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abalamour d'ar film bezañ savet tro-dro da istor sniperien e vez lakaet war-wel ennañ fuzuilhoù-resisted implijet da vare ar brezel : ar Mosin-Nagant 91/30 kemmet eus tu ar Soviediz, hag ar c'harabinennoù Mauser Karabiner 98k dibabet ha savet lunedennoù warne eus tu an Alamanted. Fazioù istorel a gaver er film memestra : ar Mosin-Nagant 91/30 PU a weler etre daouarn Vassili Zaïtsev a grogas he froduiñ adalek miz Kerzu 1942, ha douetañs a zo e vije en em gavet war an talbenn etre daouarn an tenner soviedat a-raok ma vije gloazet e miz Genver 1943. Skeudennoù ar mare a daolenn anezhañ gant ar stumm 91/30 PEM eus ar fuzuilh, bet produet adalek 1936. Ur fazi all a zo da vare ar flashback a ziskouez Vassili Zaïtsev o chaseal gant e dad-kozh pa oa pemp bloaz : implijout a reont ur Mosin-Nagant 91/30 PU kuzhet e reilh gant koad evit ezhommoù ar film, pa ne oa ket produet ar stumm-mañ er bloavezhioù 1920 c'hoazh[4].
Ar major faltaziek Erwin König a ra gant ur stumm Karabiner 98k produet adalek eil hanterenn 1943, da lavaret eo pell goude dibenn an emgannoù e Stalingrad. Kroazlin e lunedenn a zo disheñvel diouzh hini an dennerien soviedel, pa oa heñvel e gwirionez. Kement-mañ a c'hall bezañ bet graet evit sikour Yann arvester da gompren buanoc'h piv a vez o vukañ er film[4].
Fichenn deknik
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Titl orin : Enemy at the Gates
- Seveniñ : Jean-Jacques Annaud
- Senario : Jean-Jacques Annaud hag Alain Godard, diwar al levr Enemy at the gates: the battle of Stalingrad gant William Craig, embannet e 1973
- Sonerezh : James Horner
- Kinkladurioù : Wolf Kroeger
- Dilhad : Janty Yates
- Luc'hskeudennaouiñ : Robert Fraisse
- Frammañ : Noëlle Boisson, Humphrey Dixon
- Efedoù ispisial : John Evans
- Produiñ : Jean-Jacques Annaud, John D. Schofield
- Budged : 68 milion a zolaroù
- Bro : Frañs, Alamagn, Stadoù-Unanet Amerika, Iwerzhon, Rouantelezh-Unanet
- Yezhoù ar filmañ : saozneg, alamaneg ha rusianeg
- Doare : brezel
- Padelezh : 131 vunutenn
Aktourien nesañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jude Law : Vassili Zaïtsev
- Rachel Weisz : Tania Tchernova
- Joseph Fiennes : ar c'homiser Danilov
- Bob Hoskins : Nikita Khrouchtchev
- Ed Harris : ar major Erwin König
- Ron Perlman : Koulikov
- Eva Mattes : an itron Filipova
- Gabriel Thomson : Sasha Filippov
- Matthias Habich : ar jeneral Friedrich Paulus
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Fichenn IMDb ar film (lennet d'ar 27/11/2024)
- ↑ (fr) GROSSMAN Vassili, Carnets de guerre 1941-1945, Calman-Lévy, 2023, 396 p.
- ↑ (en) MENDES Claudia, The truth about Erwan König sent to Stalingrad to take on the very effective soviet snipers, War History Online, 09/02/2019 (lennet d'ar 27/11/2024)
- ↑ 4,0 ha4,1 Hervez Ian Mc Collum, den arbennikaet war an armoù-tan istorel, war e chadenn Forgotten Weapons, Everything Wrong with the Sniper Rifles in "Enemy at the Gates”, 07/02/2024 (gwelet d'ar 27/11/2024)