Mont d’an endalc’had

Shinsengumi

Eus Wikipedia
Shinsengumi
unvez milourel
Deiziad krouiñ1863 Kemmañ
Lec'h labourKyōto Kemmañ
BrezelKinmon Incident, Brezel ar Boshin Kemmañ
PrezidantKondō Isami Kemmañ
StadTokugawa shogunate Kemmañ
Lec'h diazezEdo Kemmañ
Aozadur mammKyoto Shugoshoku Kemmañ
Sez sokialYagi Mansion Kemmañ
Raklec'hiet gantQ11242196 Kemmañ
Heuliet gantKōyō Chinbutai Kemmañ
PrantadBakumatsu Kemmañ
Deiziad divodañ1869 Kemmañ
Rummad evit an iziliCategory:Members of the Shinsengumi Kemmañ
Dedicated heritage entityShinsengumi Furusato Historical Museum Kemmañ

Ar Shinsengumi (新選組, "Korfad nevez choazet") a oa anv un unvez sabrennourien eus an dibab enni tud a zere izel e-touez ar samouraied pe tud eus ar bobl. Dindan urzhioù ar bakufu (gouarnamant milourel) e oant e-kerzh ar marevezh japanat Bakumatsu (dibenn ar shogunelezh Tokugawa) e 1863 [1].

Oberiant e oa bet betek 1869 [2]. Savet e oa bet da gentañ penn evit gwareziñ pennoù ar shogunelezh e Kyoto pa oa bet lakaet e pleustr ur edit impalaerel a zifenne ar c'henwerzh etre Japan hag ar broioù estren hag ouzhpenn-se e oa bet skarzhet eus al lez impalaerel ar C'hlann Chōshū. Brud ar strollad Shinsengumi a oa kroget gant Gwallzarvoud Ikedaya hag o obererezhioù e-kerzh taol-Stad an 18 a viz Eost. Chomet eo brudet ar strollad hag an izili dre ma oant o heuliañ ur c'hod a enor strizh hag e oant kadourien ampart gant sabrennoù.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]