Roskilde
Neuz

Roskilde (distaget [ˈʁʌskilə] e daneg) zo ur gêr eus Danmark, e rannvro Sjælland, war-hed 30 km er c'hornôg d'ar gêr-benn Kopenhagen. E 2011 e oa 47 117 a dud o chom e kêr Roskilde ha 82 542 a annezidi er gumun.
Savet e voe kêr Roskilde e 998. Sez un arc'heskopti katolik e voe betek 1536 (Refurm protestant) hag eno ivez e oa lez rouaned Danmark betek ar XIVvet kantved.
E 1658 e voe sinet eno Feur-emglev Roskilde, a lakae fin d'ar brezel etre Danmark ha Norvegia en un tu ha Sveden en tu all.
Abaoe 1995 emañ iliz-veur Roskilde war roll lec'hiennoù ar Glad bedel, gant UNESCO. Kroget e voe d'he sevel en XIvet kantved. En iliz-veur c'hotek-se e kaver bezioù 39 eus rouaned ha rouanezed Danmark.

Kêrioù gevellet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Évora (Portugal)
Joensuu (Finland)
Pasvalys (Lituania)
Ravenna (Italia)
Speyer (Alamagn)
Tønsberg (Norvegia)