Relativelezh hollek
Rann eus | damkan ar relativelezh |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1916 |
Dizoloer pe ijiner | Albert Einstein |
Lec'h produiñ | Berlin |
Dezverket dre | mass in general relativity |
Tikedenn Stack Exchange | https://physics.stackexchange.com/tags/general-relativity |
Ar Relativelezh hollek (pe an deorienn hollek eus ar relativelezh) zo anezhi an deoriennn mentoniezhel eus ar gravitadur embannet gant Albert Einstein e 1915-1916.
Unvaniñ a ra ar relativelezh ispisial, lezenn ar gravitadur hollvedel savet gant Newton, hag ar santimant e c'hall bezañ deskrivet ar buanadur gravitadurel gant gwar an egor hag an amzer. Hervez ar relativelezh hollek ez eo produet gwar an egor-amzer gant an tenor eus mas-energiezh ha momentom an danvez en egor-amzer.
Disheñvel eo ar Relativelezh Hollek diouzh an teoriennou metrek all eus ar Gravitadur dre e implij eus Kevatalenn Einstein evit liammañ natur an egor-amzer ha gwar an egor-amzer.
Un diazez eo deuet da vezañ an deorienn-mañ evit meur e gelenn : astronomiezh, kosmologiezh hag astrofizik. Deskrivañ a ra ent-reizh hag ent-resis meur a anadenn na oa ket ar fizik klasel evit displegañ, fiñv periheliennek ar planedennoù pe krommadur gouloù ar stered gant an Heol da skouer. Ganti ez eus bet gallet rakwelet e vije kavet ar gwagennoù gravitadurel, an toulloù du hag emled an Hollved. Koulskoude ne seblante ket da Einstein e oa an Hollved oc'h en em ledañ, met kendrec'het eo bet o welet disoc'hoù arselladurioù ar galaksiennoù gant Edwin Hubbles.
Savet e oa an deorienn dispac'hel all, mekanikerezh ar c'hwanta, goude ul labour a-stroll, ar relativelezh hollek avat a zo bet savet gant un den hepken, Einstein. Harpet eo bet gant Marcel Grossman evit ar matematik implijet hepken.