Raetia
Neuz

Raetia a oa ur broviñs eus an Impalaeriezh roman en em astenne en Alpoù, en hanternoz da Italia, er c'hreisteiz d'ar stêr Danav hag er c'huzh-heol da broviñs Noricum ha d'ar stêr Inn. Eno emañ bremañ reter Suis (eus andon ar Roen betek lenn Konstanz), kornôg Aostria (Tirol), Liechtenstein ha kreisteiz Bavaria.
Aloubet e voe Raetia gant ar Romaned er bloavezh -15.
Div broviñs
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E dibenn an IIIe kantved, da vare an impalaer Diokletian, e voe rannet ar broviñs e div lodenn :
- Raetia Prima, a oa he c'hêr-benn e Curia Raetorum (Chur),
- ha Raetia Secunda anvet ivez Vindelicia. A-raok donedigezh an armeoù roman e oa ar Reted e reter Suis ha Tirol, hag ar Vindelikianed e Bavaria.
Augusta Vindelicorum e oa kêr vrasañ Raetia. Bremañ emañ ar gêr-se en Alamagn hag Augsburg eo an anv alamanek a-vremañ.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
