Nereidezed
Neuz
(Adkaset eus Nereidenn)


An Nereidezed a zo doueezed, niverus hag a eil renk, hag a vev er mor. Merc'hed int d'an doue Nereüs ha d'an doueez Doris.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E henc'hresianeg Νηρείδες, Nêreídes, pe Νηρηίδες, Nêrêídes. En unander Νηρείς, Nêreís, pe Νηρηίς, Nêrêís, eus ar verb νέειν, néein, « neuial ».
O doare
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un hanter-kant zo anezho, ha bez' e vezont da-heul Poseidon dalc'hmat. Diskouezet e vezont evel merc'hed yaouank kenedus, perlez ganto en o blev. Douget e vezont war delfined pe kezeg-mor, ur forc'h tridant en o dorn, pa ne vez ket ur gouralenn pe ur gurunenn. A-wechoù e vezont diskouezet gant lostoù-pesked.
Hiniennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brudet ez eus div pe deir dreist ar re all, evel Amfitrite, gwreg Poseidon, pe Thetis, mamm Ac'hilleüs, pe Galateia, karet gant Pygmalion.