NCIS (stiradoù skinwel)
Titl | NCIS |
---|---|
Danvez pennañ | Naval Criminal Investigative Service |
Raklec'hiet gant | JAG |
Tachenn | crime television series, police procedural |
Krouet gant | Donald P. Bellisario, Don McGill |
Skigner orin | CBS |
Bro orin | Stadoù-Unanet |
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwel | saozneg |
Deiziad kregiñ | 23 Gwe 2003 |
Produer dileuriet | Shane Brennan, Donald P. Bellisario |
Sonaozer | Brian Kirk, Joseph Conlan |
Produer | Donald P. Bellisario |
Dasparzher | CBS Media Ventures, Netflix |
Pladenn ar sonerezh | NCIS: The Official TV Soundtrack, NCIS: The Official TV Soundtrack, Volume 2 |
Lec'h an istor | Washington D.C. |
Aspect ratio (W:H) | 16:9 |
Prizioù resevet | International TV Audience Award for Best Drama TV Series, International TV Audience Award for Best Drama TV Series |
Bet kinniget evit | Primetime Emmy Award for Outstanding Stunt Coordination, Primetime Emmy Award for Outstanding Guest Actor in a Drama Series, NAACP Image Award for Outstanding Supporting Actor in a Drama Series, NAACP Image Award for Outstanding Supporting Actor in a Drama Series |
Roll ar rannoù | list of NCIS episodes |
Diaz embann | video diwar c’houlenn |
Lec'hienn ofisiel | https://www.cbs.com/shows/ncis/ |
Has spin-off | NCIS: Los Angeles, NCIS: New Orleans |
Media franchise | NCIS |
Roll elfennoù | list of NCIS cast members, list of NCIS home video releases, list of awards and nominations received by NCIS |
NCIS a zo ur stirad skinwel polis. Istorioù ur bagad enklaskerien eus an Naval Criminal Investigative Service a ra danvez ar stirad. An enklaskoù a vez lec'hiet e metoù ar Morlu ha korfad ar Marines.
Kavout a reer e vez ar mennozhiad hag an tudennoù da gentañ e div rann eus ar stirad JAG eus CBS (koulzad eizh, rannoù "Ice Queen" ha "Meltdown"). Un daoladenn (spin-off) eus JAG eo ar stirad. Skignet e voe evit ar wech kentañ d'an 3 a viz Gwengolo 2003 gant CBS. 13 koulzad ha 296 rann a zo er stirad betek-henn. Krouet eo bet gant Donald P. Bellisario ha Don McGill. Produktour eo Donald P. Bellisario ivez. Kroget eo skignadenn ar c'houlzad 13 d'an 22 a viz Gwengolo 2015 gant CBS
Kalz berzh en deus graet ar stirad ha div daoladenn a zeus dioutañ. Er c'houlzad 6, ur rann doubl a ro lañs da NCIS: Los Angeles hag er c'houlzad 11 ur rann doubl a ro lañs da NCIS: New Orleans
Krouet ez eus bet ur c'hoari video anvet NCIS gant Ubisoft gant mouezhioù an aktourien.
E-touez an tudennoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mark Harmon a zo Leroy Jethro Gibbs
- Michael Weatherly a zo Anthony DiNozzo (koulzadoù 1 da 13)
- Pauley Perrette a zo Abigail Sciuto
- David McCallum a zo Dr Donald Mallard
- Sean Murray a zo Timothy McGee (alies er c'houlzad 1, bepred abaoe an eil)
- Brian Dietzen a zo Jimmy Palmer (gwelet alies er c'houlzadoù 1 da 9, bepred abaoe an c'houlzad 10)
- Rocky Carroll a zo Leon Vance (pedet er c'houlzad 5, bepred abaoe ar c'houlzad 6)
- Emily Wickersham a zo Eleanor Bishop (abaoe ar c'houlzad 11 )
- Sasha Alexander a zo Caitlin Todd (bepred er c'houlzadoù 1 ha 2, pedet er c'houlzadoù 3, 8 ha 9)
- Pancho Demmings a zo Gerald Jackson (oulzad 1, pedet er c'houlzad 3)
- Alan Dale a zo Thomas Morrow (koulzadoù 1 da 3, pedet er c'houlzadoù 10, 11 ha 12)
- Lauren Holly a zoJennifer Shepard (koulzadoù 3 da 5, pedet er c'houlzadoù 8 ha 9)
- Cote de Pablo a zo Ziva David (koulzadoù 3 da 11)
- Matt L. Jones a zo Ned Dorneget (koulzadoù 9 da 12)