Mont d’an endalc’had

Bugel-bihan

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Merc'h-vihan)
Merc'h-vihan gant he mamm-gozh oc'h aozañ ur gouign.

Ar vugale-vihan eo bugale ar mab pe ar verc'h, hervez sellboent an tad-kozh pe ar vamm-gozh. Ur bugel-bihan a c'hall bezañ ur mab-bihan, pa vez ur paotr, hag ur verc'h-vihan, pa vez ur plac'h.

Ar c'hiz a veze, betek ar bloavezhioù 1960, da reiñ d'ur mab anv-badez e dad-kozh, ha d'ur verc'h anv-badez he mamm-gozh. Un hengoun kozh eo en Europa, pa seller ouzh istor anvioù priñsed evel Ermengarde, Foulk, Jafrez.

N'eo ket ken pouezus al liamm etre ar vugale-vihan hag o zud-kozh, dre ma vevont alies pell an eil re diouzh ar re all.

Bugale-vihan er sevenadur poblek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]