Aozet e voe ar gêriadenn tro-dro d'ul lec'h kreñvaet bets avet da vare Brezel ar Pevar-Ugent Vloaz a-enep da Spagn. Dont a ra hec'h anv eus hini ar wazh "Leke".
Bep bloaz d avare ar Pentekost e vez aozet ur foar (Pinkstermarkt), ma teu stank an dud.
E-kichen Leek ez eus ul lenn dizouret anvet "Het Leekstermeer" (pe Zulthemeer), ma kaver peadra d'ne em ziduiñ. E gwirionez emañ al lenn war dachenn ur gêr ha hini ur broviñs all.
Lec'h brudetañ ar gumun eo "Nienoord", bet savet e 1508. Tan-gwall a voe, a savet e voe en-dro e 1887.
Nienoord a-raok ma vefe distrujet e 1850
Nienoord
E Nienoord emañ Mirdi broadel ar c'hirri, ma weler kirri eus an XVIIIvet betek re an XXvet kantved.
E Tolbert hag e Midwolde ez eus ilizoù bet savet en XIIvet kantved. Roman ha gotek eo o doare. En iliz Midwolda ez eus ur bez bet savet gant Rombout Verhulst. Rombout Verhulst a ginklas ivez bez Michiel de Ruyter e Nieuwe Kerk en Amsterdam.