Jón Gnarr
Jón Gnarr Kristinsson (ganet Jón Gunnar Kristinsson d'an 2 a viz Genver 1967, cheñch a reas anv e 2005) a zo un aktor hag ur politikour islandat, bet maer Reykjavik etre Mezheven 2010 ha Mae 2014[1]. Labourat a ra en ajañs brudañ EnnEmm. Bet eo ezel ezel eus an daouad Tvíhöfði, a veze klevet er skingomz. Pa oa krennard e oa punk, ha sonet en deus gitar boud er strollad punk Nefrennsli[2]. Skrivet ha c'hoariet en deus e meur a rann eus Fóstbræður. Daou film savet gantañ a zo brudet : Íslenski draumurinn (Un huñvre islandat, 2000) ha Maður eins og ég (Un den eveldon, 2002). E abadenn Ég var einu sinni nörd a zo diwar-benn e vuhez. E 2004 e skrivas, e produas hag e c'hoarias er film 20 munutenn-pad An den a-dreñv. C'hoari a ra perzh Georg Bjarnfreðarson er stirad skinwel Næturvaktin, Dagvaktin hz Fangavaktin, hag er film Bjarnfreðarson. Kenskrivañ senario ar stirad a ra ivez.
E dibenn 2009 e savas ar Strollad gwellañ, ur strollad politikel e bal ober goap ouzh strolladoù politikel Island. Trec'h e voe ar strollad Besti flokkurinn e dilennadeg ti-kêr Reykjavik e 2010, pa dapas 6 dileuriad war 15.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ «Stay away from politics»: Comedian-turned-Reykjavik mayor steps down, Europe online magazine, 31.05.2014
- ↑ Nefrennsli - myspace