Impalaeriezh santel roman german
Deiziad krouiñ | 2 C'hwe 962, 25 Kzu 800 |
---|---|
Anv e yezh-vamm an den | Sacrum Imperium Romanum, Heiliges Römisches Reich |
Anv ofisiel | Sacrum Imperium Romanum, Heiliges Römisches Reich |
Anv er yezh a orin | Sacrum Imperium Romanum |
Anv berr | HRR, SER, HRE, SRI, SŘŘ |
Relijion | Iliz katolik roman, Luteriegezh, Kalvinouriezh |
Perzhiad e | Franco-Spanish War, Siege of Vienna, Battle of Rakovník, Siege of Brescia |
Anvet diwar | Impalaeriezh roman |
Den e penn an aozadur | Impalaer roman germanek |
Kan broadel | Gott erhalte Franz den Kaiser |
Kevandir | Europa |
Daveennoù douaroniel | 50°5′29″N 14°25′20″E |
Renad politikel | elective monarchy, federal monarchy |
Office held by head of state | Impalaer roman germanek |
Korf lezenniñ | Imperial Diet |
Moneiz | ducat |
A zo stok ouzh | Republik an Div Vroad, Kingdom of Hungary, Rouantelezh Bro-C'hall |
Raklec'hiet gant | Middle Francia, Frankia ar Reter, Kingdom of Germany |
Bet erlec'hiet gant | Kengevread ar Roen, Rouantelezh Prusia, Impalaeriezh Aostria |
Erlec'hiañ a ra | Kingdom of Germany, Frankia ar Reter |
Deiziad divodañ | 6 Eos 1806 |
Relijion ofisiel | Iliz katolik roman, Luteriegezh, Kalvinouriezh, Katoligiezh |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of the Holy Roman Empire |
An Impalaeriezh santel roman german (alamaneg: Heiliges Römisches Reich pe e latin:Sacrum Imperium Romanum) a oa anv ofisiel an tolpad broioù dindan an Impalaer roman german- (römisch-deutscher Kaiser) adalak ar grennamzer izel betek 1806 pa voe diskaret gant Napoleone Buonaparte. Dont a ra an anv a zeu eus an hoalad karolingat dre e impalaered, ar re-se a c'halle adsevel an Impalaeriezh roman diskaret abaoe ar Vvet kantved met en un doare kristen, setu perak e bet perzheget hennezh "sacrum" pe "heiliges", da lavaret eo: renet gant youl Doue (an doue kristen).
Savet e voe a-hed an impalaeriezh a-hed an Xvet kantved dindan tierniezh an Ottoned é diribin eus ar c'harolingien Frankia ar Reter. Gant ar gurunidigezh Otto Iañ d'an 2 c'hwevrer 962 e Roma e kadarnaas ar mennozh adneveziñ an impalaeriezh roman en-dro. Da gentañ e voa anvet Regnum Teutonicum betek 1184 pa voe krouet an titl a-vremañ. Anvet e veze Nationis Germanicae, pe deutscher Nation e alamaneg. Hennezh a chomas un impalearezh hag e tolpe un toullad rouantelezhigoù bras ha bihan gant pobloù mui-pe-vui disheñvel, e giz-se ne yeas james an impaleareh da vout ur stad unvanet ha kompezet penn-da-benn evel e Frañs.
Da vare he distruj e oa enni an darn vrasañ eus Alamagn, Tchekia, Aostria, Liechtenstein, Slovenia, Belgia, Luksembourg, un tamm mat eus Polonia hag un darn eus an Izelvroioù, ha darnoù eus Bro-C'hall, Italia, Suis.
Anvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- En alamaneg e veze graet Heiliges Römisches Reich Deutscher Nation anezhi.
- E latin e oa Sacrum Romanorum Imperium Nationis Germanicæ, da lavaret eo an impalaeriezh santel roman ar vroad c'herman.
- Ar Reich Kentañ a vez graet anezhi ivez.
- Ar ger santel ne deuas dezhañ nemet en amzer Barbarossa e 1157.
Tiriad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ne oa ket stabil gorread an impalaeriezh-se pa oa Alamagn hag Aostria a oa an ahelioù anezhi. E-pad pell e voe enni douaroù Frankia ar Reter hag Italia an Hanternoz, a-raok ma voent distaget diouti.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dont a reas war-lerc'h disrann Impalaeriezh ar C'hornôg, a oa bet savet gant ar Garolingidi, hag a voe diskaret e 924. Dre ma felle d'he renerien adsevel an Impalaeriezh roman eo e oa bet lakaet ar ger-se en hec'h anv. Miret e voe ar ger gant an impalaeriezh nevez.
- Adsavet e voe an impalaeriezh pa voe kurunennet Odon Iañ evel impalaer e 962.
- Anvet e voe an impalaeriezh "Regnum Teutonicorum" (Rouantelezh an Alamaned) a-wechoù ha "Renovatio regni Francorum" (Nevezadur rouantelezh ar Franked) ivez, evel ma veze skrivet gant an impalaer Herri II war e siell.
- Dont a ra ar ger Teuton eus ur ger kar d’hon ger « tud », ha reiñ a raio diwezhatoc’h ar ger alamanek « Deutsch ».
- Voltaire a lavare ne oa ket ar stad-se « na Santel, na Roman, nag un Impalaeriezh »[1].
Pazennoù savidigezh an impalaeriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar briñsed-dilennerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'hêrioù dieub
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dugelezhioù o vont da vruzun
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An ensavadurioù anezhi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Heinrich August Winkler, Der lange Weg nach Westen, Vol. 1: Deutsche Geschichte vom Ende des Alten Reiches bis zum Ende der Weimarer Republik, ISBN 3-406-46001-1, p. 5.
- The Holy Roman Empire by James Bryce ISBN 0-333-03609-3
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1570 Kartenn an Impalaeriezh santel roman german gant banniel an erer daoubennek
- Listenn ar brezelioù graet gant an Impalaeriezh santel roman german
- Deutschland beim Tode Kaiser Karls IV. 1378 (Impalaeriezh santel roman german da goulz marv an impalaer Karl IV.) tapet diwar "Meyers Kleines Konversationslexikon in sechs Bänden. Bd. 2. Leipzig u. Wien : Bibliogr. Institut 1908", kartenn ebarzhet war-lerc'h ar bajenn 342