IJzer
Neuz
(Adkaset eus Ijzer)
An IJzer (nederlandeg; Yser e galleg hag e saozneg) zo ur stêr eus Flandrez, e Frañs hag e Belgia, 78 km dezhi. En em deurel a ra e Mor an Hanternoz e Nieuwpoort.
An IJzer e Bro-C'hall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emañ eienenn an IJzer e Broksele, e departamant an Norzh en hanternoz ar vro.
Treuziñ a ra Bollezele, Ekelsbeke, Bambeke. Tost da 30 km diwar 78 e red dre Vro-C'hall betek Houtkerke e-lec'h m'emañ an harzoù gant Belgia.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E Nieuwpoort, e-pad ar brezel bed kentañ, e voe dinaozet ar stêr a-benn-kaer evit mirout ouzh an armeoù alaman da vont war-raok. A-bouez e voe oberenn Hendrik Geeraert en oberenn-se. Eno e oa an talbenn.