Gordon Brown
Neuz
James Gordon Brown a zo bet ganet d'an 20 C'hwevrer 1951 e Giofnag (Siorrachd Rinn Friù an Ear), Skos. Skolveuriat, kazetenner ha politikour eo. Kentañ Ministr Rouantelezh-Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon eo bet etre miz Mezheven 2007 ha miz Mae 2010.
Red politikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Etre 1983 ha 2005 e voe dilennet e Ti ar C'humunioù er Bastell Dilennel Reter Dunfermline e Fife hag hini Kirkcaldy ha Cowdenbeath adalek 2005.
E Gouarnamant Tony Blair e oa abaoe an 2 Mae 1997 Kañseller an Deñzorlez, eleze Ministr an Arc’hant.
Adalek ar 24 Mezheven 2007 e oa e penn Strollad Labour ha da heul e oa aet da Gentañ Ministr d'ar 27 a viz Mezheven 2007. Chomet eo er post-se betek an 11 a viz Mae 2010.
En e raok: Tony Blair |
Kentañ Ministr ar Rouantelezh-Unanet Mezheven 2007 – Mae 2010 |
War e lerc'h: David Cameron |
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Taolenn ofisiel.