Ginea Nevez
Ginea Nevez zo un enez en Okeania er rann a vez graet Melanezia anezhi. Er c’hornaoueg d’ar Meurvor Habask emañ, er biz da Aostralia ha disrannet eo diouti gant strizh-mor Torres. An eil enez vrasañ er bed eo (785 753 km²) goude Greunland (2 166 086 km²).
Piramidenn Carstensz (anvet Puncak Jaya en indonezeg, gant ar begoù Ngga Pulu, NduguNdugu) eo menez uhelañ an enez (4 884 m).
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An dud kentañ o chom en enez a erruas war-dro 50 000 bloaz zo. An Europeiz kentañ a oa Portugaliz ha Spagnoled er XVIvet kantved. Goude e oa trevannet ha rannet etre an Izelvroiz er C'hornôg hag an Alamaned hag ar Saozon er Reter.
Div vro
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Rannet eo hiziv an enez etre div riez. Dalc’het eo an hanterenn gornaoueg (Papoua ar C'hornaoueg) gant Indonezia. An hanterenn reter a ya d’ober an darn vrasañ eus Papoua-Ginea Nevez, ur vro dizalc’h. 11 milion bennak a dud a zo o vevañ en enez-se e 2014. An darn vrasañ anezhe a zo Papoued.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Norzh Aostralia ha Su ar c'heheder emañ Ginea Nevez. E Melanezia emañ, ha neuze en Okeania, ha n'eo ket en Azia daoust d'al lodenn Kornôg o vezañ dindan beli Indonezia.
E stumm ul labous-ar-baradoz (engenidik eus ar vro) eo an enezenn. Abalamour da se e vez graet eus daou benn anezhi Ledenez Penn al Labous er Gwalarn Ledenez Lost al Labous er Gevred.
Bevliesseurted
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur gwir kroashent biologel eo Ginea-Nevez. Puilh ha liesseurt eo al loened hag ar plant abalamour d'he hin ha d'he douaregor. Menezek-kenañ eo ar vro, ouzhpenn an hanter eus an tiriad zo uheloc'h eget 1000 m. Liesseurted yezhel ha genetek an dud a zo bras-kenañ ivez.