Gimel
Neuz
Gimel (kañval) eo an drede lizherenn e meur a a abjad semitek, en o zouez al lizherennegoù fenisek aramaek , hebraek (ג) , siriek (ܓ) hag arabek (ﺝ). Pempvet lizherenn al lizherenneg arabeg eo hervez an urzh a-vremañ
Dont a ra hec'h anv diwar ar fed ma veze heñvel he stumm kozh ouzh hini ur c'hañval.
Distaget e vez (LFE) [g]. Daoust ha ma vez distaget [g] e rannyezh Arabeg Egipt, en arabeg unvan e vez distaget [dʒ]. Ne vez graet diforc'h ebet ken en hebraeg a-vremañ etre gimel gant dagesh ha gimel hep dagesh.
Diwar stumm al lizherenn fenisek-mañ e oa bet diorroet al lizherennoù gresianek gamma Γ, estruskek , latin C ha G ha kirillek C ha Г.
Hervez ar sistem niverenniñ hebraek gematria e talvez al lizherenn-mañ da 3.
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |