Mont d’an endalc’had

Der Sieg des Glaubens

Eus Wikipedia
Der Sieg des Glaubens
Filmdata
Titl orin Der Sieg des Glaubens
Bro produiñ Alamagn nazi
Deuet er-maez 1añ a viz Kerzu 1933 en Alamagn nazi
Yezh orin alamaneg
Padelezh (PAL-DVD) : 64 munutenn
Skigner Universum Film AG
Pare
Filmaozer Leni Riefenstahl
Produer Leni Riefenstahl
Skrivagner Leni Riefenstahl
Sonerezh Herbert Windt
Rener al luc'hskeudenniñ Sepp Allgeier
Franz Weihmayr
Walter Frentz
Richard Quaas
Paul Tesch
Frammer Leni Riefenstahl
Waldemar Gaede
Aktourien

Adolf Hitler
Rudolf Hess
Hermann Göring
Julius Streicher
Joseph Goebbels
Ernst Röhm

Der Sieg des Glaubens (alamaneg a dalvez Trec'h ar feiz) a zo ur film propaganda nazi ha kentañ teulfilm Leni Riefenstahl. Sevenet eo bet e 1933. Dibabet e voe Riefenstahl da sevenerez daoust ma ne savas ket a-du pennoù nazi zo peogwir ne felle ket dezho e vefe savet ar film gant ur vaouez. Er film e tiskouez pempvet kendalc'h ar strollad nazi hag a voe aozet e Nürnberg etre an 30 a viz Eost hag an 3 a viz Gwengolo 1933.[1]

Evel en he filmoù propaganda nazi all evel Tag der Freiheit: Unsere Wehrmacht ha Triumph des Willens e tiskouez Riefenstalh darvoudoù ar c'hendalc'h en urzh ma c'hoarvezjont. N'eus tamm mouezh off ebet, na skridoù da zisplegañ an traoù. E-touez ar pezh a ziskouez e kaver degemer kannaded estren, politikourien ha pennoù-bras nazi e ti-gar Nürnberg, Adolf Hitler oc'h en em gavout en aerborzh hag e emvod gant pennoù-bras nazi, dibunadegoù izili SA ha prezegenn Hitler da lidañ dekvet deiz-ha-bloaz krouidigezh NSDAP.[1]

Preservation status

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er film e weler Ernst Röhm, hag eñ e penn Sturmabteilung. D'ar mare-se e oa an eil den galloudusañ er strollad nazi. Met e miz Even 1934 e voe aozet Nozvezh ar c'hontili hir, ma voe lazhet Röhm ha pennoù SA all diwar urzh Hitler. Divizet e voe neuze ma vefe diverket an holl roudoù anezhañ a oa bet, holl skouerennoù ar film en o zouez. Se zo kaoz e voe savet Triumph des Willens da gemer e lec'h. Anat pa seller ouzh an daou film rak perzhioù boutin a zo dezho, evel skeudennoù kêr Nürnberg. Dre vras e kaver ar meems doare da filmañ en daou film ivez. Ha Herbert Windt a adimplijas e "Triumph des Willens" ul lodenn vras eus ar sonerezh en doa krouet evit Der Sieg des Glaubens.

E miz Ebrel 1934 edo Riefenstahl er Rouantelezh-Unanet, ma tisplegas he doare da aozañ teulfilmoù e meur a skol-veur. D'ar mare-se e voe savet ur skouerenn eus ar film, ha marteze re all ivez. Adkavet e voe ouzhpenn 60 vloaz goude, ha soñjal a reer ez eo ar skouerenn neemti eus ar film a zo.


Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]