Den Haag
Den Haag (anvet ivez 's-Gravenhage) zo ur gêr e kornôg an Izelvroioù, m’emañ sez ar gouarnamant, daoust ma n’eo ket kêr-benn ar vro (Amsterdam an hini eo). Kêr-benn ar broviñs Zuid-Holland eo.
Annezet eo Den Haag gant 563.122 a dud (2023)[1]. E kêr emañ porzh kozh Scheveningen.
Den Haag hag an trowardroioù a ya d’ober, gant 700.000 a annezidi, unan eus kreizennoù pouezusañ ar Randstad, gant Amsterdam ha Rotterdam.
An anv Den Haag (skrivet gwechall «Die Haghe») eo an anv ofisiel koshañ. Ur stumm all zo da anv kêr : 's-Gravenhage («Liorzh an dug»), cheuc’hoc’h, zo en implij abaoe 1639. Savet e voe moarvat diwar skouer an anv 's-Hertogenbosch (anvet alies Den Bosch). Bremañ e vez implijet ar stumm Den Haag gant an ti-kêr, ha stummoù heñvel a gaver e yezhoù all : Den Haag en alamaneg, The Hague e saozneg, La Haye e galleg pe La Haya e spagnoleg.
E Den Haag emañ an Erste Kamer (Kambr gentañ) hag an Tweede Kamer (eil kambr), da lavaret an div gambr a ya d’ober parlamant an Izelvroioù. Eno ivez emañ burevioù ar vinistred ha lez-varn uhelañ ar vro. Eno emañ o chom ivez ar Rouanez Beatris. Kannatioù ar broioù all en em gav holl e Den Haag ha meur a ensavadur etrebroadel bras ivez (evel Europol pe al Lez-varn Etrebroadel. Daoust da se ez eo Amsterdam kêr-benn an Izelvroioù, hervez bonreizh ar stad.
Livadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Straed e Den Haag gant Sybrand van Beest, war-dro 1650, e kastell Varsovia]]
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec’hienn kêr Den Haag (nl)(en)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|