Mont d’an endalc’had

Revelezh denel

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Darempredoù reizh)

Ar revelezh denel a zo an holl obererezhioù, emzalc'hioù ha stadoù en em anaout sevenet gant an Den diwar an anien revel ha/pe reizhel.

Ne gomzer ket eus ar revelezh pa vez kaoz eus al loened, ar plant hag ar bevien all : implij a reer ar ger gouennadur.

Implijet e vez ivez gant lod ar ger reizh alies a-walc'h evit komz eus ar rev met gwelloc'h eo reiñ ur ster disheñvel ha liammet asambles: an efedoù sokial ma ren an dud hervez o spered e-keñver ar rev ken eo sokial ar rev ha bevoniel ar reizh.

Ar revelezh denel he deus meur a aspekt: argerzhoù (prosesusoù) fiziologel tuet war dro ar c'hanadurezh, stadoù trivliadel, reolennoù (pe reoladoù) kevredigezhel pe lezennel pe relijiel hag an hevelepted revel a c'hell bezañ eztaolet en diabarzh an hinienn koulz hag en e diavaez e stumm e duadurioù reizhel.

Ret eo ober an diforc'h neuze tre an tuadurioù reizhel diouzh un tu hag ar stadoù-den (pe "identelezhioù" revel diouzh an tu all:

Stadoù-den revel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar stadoù-den revel a denn d'an doare ma vez dibabet gant hini pe hini en em anaout pe en em deskrivañ hervez e/he revelezh. Un identelezh (pe stad-den) an hini eo hag a c'hell bezañ liammet ouzh emzalc'hioù reizhel pe get.

Peurliesañ e vez great an diforc'h etre teir revelezh pennañ diazezet gant rev an dud m'en en sant an neb sachet war e du:

  • an arallrevelezh: pa vezer sachet war-du tud eus ar rev all;
  • an divrevelezh: pa vezer sachet ken war-du tud eus ar rev all ha war-du tud eus an hevelep rev;
  • an heñvelrevelezh: pa vezer sachet war-du tud eus an hevelep rev;

Daoust ha ma hañval bezañ liammet stadoù-den revel-se ouzh an tuadur reizhel, n'eo ket eeun al liamm-se dre ret atav, rak unan a c'hell bezañ arallrevour ha kaout darempredoù gant paotred all gwech ha gwechall (s.o. MSM) pe c'hoazh heñvelrevour ha chom hep kaout darempredoù reizhel ebet.

Stadoù-den revel all ez eus, neoazh, ha n'o deus netra da welet gant an tuadur reizhel pe c'hoazh a savont a-enep d'an doare ma vez rannet ar revelezh gant ar gedredigezh hervez ar reizh hag ar darempredoù reizhel:

Tuadurioù reizhel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Alies e vez lakaet an termen koshoc'h-mañ implijet dreist-holl er bloavezhioù 1970-80 da vezañ heñvelster gant an termen nevesoc'h revelezh denel.

Talvoudus e c'hell bezañ ober un diforc'h etre an daou dermen a-benn gallout deskrivañ ar revelezh denel en un doare resisoc'h.

Gant ar skwerioù-mañ e c'heller diskwel gwellc'h an diforc'h etre ar reizh hag ar rev:

Ne glot ket ar rezih c'henel gant ar rev betek ma vo klasket kemmañ ar reizh c'henel evit ma klotfe ganti. N'eus netra da welet gant an tuadur, rak un den treurevel a c'hell bezañ heñvelrevel, arallrevel, hollrevel pe anrevel.

Ne glot ket dre ret an identelezh revel-mañ gant an emzalc'hioù hag an tuadur reizhel atav, rak bez ez eus tud arallrevel hag a glask darempredoù reizhel gant tud eus an hevelep rev a-wechoù hep m'en em deskrivfent evel tud divrvel (sellit ouzh MSM)

Bez e c'hell unn bennak deskrivañ e(he revelezh evel heñvelrevel hep kaout darempredoù reizhel ebet, anrevel e vefe an tuadur reizhel neuze.


Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.