Kilikia
Neuz
(Adkaset eus Cilicia)

Kilikia (Κιλικία e henc'hresianeg; Cilicia e latin), a oa an anv a roed en Henamzer da aod kreisteiz Anatolia, ur vro hag a deuas da vezañ anv ur broviñs roman war-lerc'h, Tarsos he c'hêr-benn.
Meneget eo evel ur rouantelezh kozh eus Azia-Vihanañ gant an Ilias. Anezhi e oa genidik an abostol kristen Paol Tarsos er Iañ kantved.
