Hunvre Rhonabwy
Neuz
(Adkaset eus Breuddwyd Rhonabwy)

o vont d'en em gannañ ouzh marc'heien
ar Roue Arzhur, skeudenn embannet e Mabinogion Charlotte Guest (1877).
Hunvre Rhonabwy, pe Breuddwyd Rhonabwy e kembraeg (Breudwyt Ronabwy e krenngembraeg), zo un danevell gembraek krennamzerel, e komz-plaen, stag ouzh mojenn Arzhur hag unan eus skourroù ar Mabinogi. C'hoarvezout a ra e rouantelezh Powys kozh, en amzer Madog ap Maredudd (marvet e 1160). N'ouzer ket piv e oa an oberour, met seblantout a ra anavezout Powys, ma kreder e oa genidik ac'hano.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet eo bet war-dro dibenn an XIIvet kantved. Kavet eo bet en dornskrid anvet Levr Ruz Hergest. Embannet eo bet en XIXvet kantved gant Charlotte Guest.