Mont d’an endalc’had

Benny Benassi

Eus Wikipedia
Benny Benassi
Benny Benassi, e miz Gouere 2004.

Alias Benny Benassi
Anv Marco Benassi
Ganet 13 Gouere 1967 (55 bloaz)
Milano,  Italia
Micher(ioù) sonaozour, disc-jockey, produour sonerezh, adviksour
Doare(où) House, electroclash, electro house, house progressive
Label(ioù) Energy Prod. - D:Vision, Airplay, Ministry of Sound, Ultra
Lec'hienn ofisiel bennybenassi.com

Marco Benassi, muioc'h anavezet dindan e anv-arzour Benny Benassi, zo un disc-jockey ha produour italian troet war an house. Tapout a reas brud dre ar bed a-bezh gant e raktres "Benassi Bros", hag e ditl Satisfaction e 2002. E 2009 e voe rummet 26vet disc-jockey etrebroadel gant ar gelaouenn DJ Mag. E 2011 e kollas ur plas hag e voe rummet 27vet[1], ha war-lerc'h 70vet e 2012, ha 89vet e 2013. Meur a strollad zo bet awenet gant e sonerezh, en o zouez Royal Gigolos, Global Deejays, Vanguarde, Vinylshakerz, DJ Oriska ha Michael Mind.

Ganet e voe Marco Bennassi d'an 13 a viz Gouere 1967[2] e Milano, ha kreskiñ a reas e Reggio nell'Emilia, en Italia. En em deurel a reas en DJing dindan an anv Benassi Bros kichen-ha-kichen gant e geniterv Alle Benassi e dibenn ar bloavezhioù 1980, hag a-raok erruout er studio produiñ Off Limits ar produour Larry Pignagnoli[3] e kreiz ar bloavezhioù 1990, evit aozañ sonerezh evit strolladoù evel Whigfield, J.K., hag Ally & Jo[4]. Sevel a reas gant e geniterv Alle ar c'hevread produiñ Basic Music[5], hag embann a rejont o froduadurioù dindan anv ar strollad Benassi Bros. Goude, e 2002, ec'h embannas Marco en e-unan an titl Satisfaction, rummet e kalz loreadegoù sonerezh[6],[7]. Dont a reas ar ganaouenn unan eus ar muiañ gwerzhet e Bro-Saoz, an 3de en "Top 50" e Bro-C'hall gant 338 000 skouerenn gwerzhet, ha testeniet e voe pladenn aour. Adviksañ a reas Marco ivez tonioù gant DJ Tomcraft, Fischerspooner, met ivez arzourien ket elektro evel Alizée.

Bloavezhioù 2000

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Benny Benassi er Electric Daisy Carnival, e 2009.

War-lerc'h ar brud tapet gant e strollad Benassi Bros, hag an titl solo "Satisfaction" etre 2002 ha 2003[6] e krouas Marco al label pladennoù Pump-Kin Music, e bal pennañ "sinañ" ha brudañ arzourien yaouank donezonet[8]. Miksañ a reas ivez Benassi e-pad un eur war ar chadenn skingomz Area (Sirius XM). E 2005 e lakaas er-maez eil albom Benassi Bros anvet ...Phobia[6].

Meur a adviks a voe aozet gantañ e 2007, evit ar stirad 24 pe c'hoazh titloù evel "Bring the Noise" eus ar strollad Public Enemy, un adviks hag a c'hounezas Grammy ar gwellañ adviks e miz C'hwevrer 2008.

2008 a voe bloaz an albom Rock 'n' Rave, hag ar single I Am Not Drunk.

Kenlabourat a reas e 2009 gant Madonna war adviks he single Celebration, deuet er-maez er memes tro ha ur c'hlip video[9]. D'an 28 a viz Here 2009 e voe rummet 26vet e-touez ar 100 disc-jockey etrebroadel gwellañ gant DJ Magazine.

Bloavezhioù 2010

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Embann a reas e 2011 Electroman, e pempvet albom studio aozet gant kenlabourioù gant Chris Brown, T-Pain, Kelis, Gary Go, Dhany, Apl De Ap, Jean-Baptiste, Ying Yang Twins ha Shanell[10]. Kavout e reer ivez remiks an titl Cinema gant an disc-jokey Skrillex, dilennet gwellañ remiks ar bloaz e-pad 54vet lid ar Grammy Awards[11]. Degemeret mat e voe an albom gant ar gwask arbennikaet[12],[13]. Un embannadur bonus a zo ivez gant tri zitl ouzhpenn: Put It On Me, gant kenlabour ar rapour Pitbull, Dub Rain, ha ur remiks-benveg eus an titl Electroman savet gant John Dahlbäck[14].

Kemer a reas perzh er memes bloaz e "Set Electro" Gouel Joan Ark en Orleañs, e Bro-C'hall[15]. Kreditet e voe dezhañ tri zon war an albom MDNA embannet gant Madonna e 2012 (Girl Gone Wild, I'm Addicted ha Best Friend) [16].

Un albom nevez a voe embannet e 2014[17]. Daou single tennet eus an opus-se a zeuas er-maez, unan anvet Dance The Pain Away e featuring gant John Legend, embannet d'ar 25 a viz Even 2013[18]; egile anvet Back To The Pump embannet d'ar 15 a viz Du 2013[19].

Pladennrolladur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Albomoù:

Kenlabourioù:

  • 2007: Halloween Democracy (featuring Michel Farinet)[20]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]