Ar c'hazh gant heuziou ler

Ar c'hazh gant heuziou ler (Kazh e heuzoù a-wechoù dre verrdro) zo ur gontadenn diwar-benn ur c'hazh korvigellek, bet embannet gant Al Liamm e 1957 er rummad Levrioù ar vugale. Troet eo bet diwar ar gontadenn c'hallek Le Maître chat ou le Chat botté gant Charles Perrault (1628-1703).
E yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (de) Der gestiefelte Kater
- (en) Puss in Boots
- (fr) Le chat botté
- (pt) O Gato das Botas hag O Mestre Gato e Portugal, O Gato de Botas e Brazil
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Koshañ skrid anavezet eus istor ar c'hazh-se eo ar gontadenn italianek Costantino Fortunato el levr Le piacevoli notti, gant Giovanni Francesco Straparola war-dro 1550–1553). Anavezet e oa moarvat gant Perrault, dre ma oa bet troet e galleg.
E 1634 e voe embannet un doare italianek all, anvet Gagliuso, er Pentamerone gant Giambattista Basile. Ne seblant ket ar gontadenn bezañ bet anavezet gant Perrault, ha ne voe ket troet e galleg en e amzer. Ar paotr amañ zo ur c'hlasker-bara anvet Gagliuso (Cagliuso) a-wechoù) ha sikouret eo ivez gant e gazh. Met disheñvel eo diwezh ar gontadenn : Cagliuso a bromet un arched aour d'e gazh pa varvo. Tri devezh goude e ra van ar c'hazh da vervel ha klevout a ra Gagliuso o lavarout d'e wreg skeiñ ar c'hazh marv er-maez dre ar prenestr. Neuze e sav ar c'hazh hag e tamall e vestr, o c'houlenn ha hennezh eo ar gopr prometet evit ar sikour roet dezhañ da wellaat e stad. Neuze e red kuit ar c'hazh eus ti e vestr dizanaoudek.
E 1697 e voe embannet skrid gallek Charles Perrault.
E 1729 e voe troet skrid Perrault e saozneg gant Robert Samber, ma oa anvet The Master Cat, or Puss in Boots hag embannet e Londrez gant J. Pote ha R. Montagu en dastumad Histories, or Tales of Past Times.
E 1797, Der gestiefelte Kater a oa ur gomedienn alamanek gant Ludwig Tieck.
E 1812 e voe troet ar skrid en alamaneg gant ar vreudeur Grimm hag embannet en o Kinder- und Hausmärchen.
Er gontadenn c'hallek Le renard doré, bet embannet e 1900 en dastumad Contes des landes et des grèves, e kaver un tamm eus danvez ar gontadenn, hag an anv marquis de Carabas meneget ouzhpenn da ugent gwech[1].
-
Histories, or Tales of Past Times e 1763
-
Skeudenn evit an embannadur saoznek gant Otto Speckter
-
Skeudenn evit Der gestiefelte Kater gant Moritz Von Schwind e 1849.
Ar gontadenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Marvet eo ar miliner ha rannet e vadoù etre e dri mab.
- Skeudennoù gant Gustave Doré
-
Deuit da sikour ! Emañ ar markiz o veuziñ!
-
C'hwi, tud vat o falc'hat, ma ne lavarit ket d'ar roue eo ar prad-mañ d'ar markiz, a vezo malet kig hag eskern.
-
Ar c'hazh a glaskas gouzout piv e oa ar Roñfl-se.
-
Degemeret e voe gant ar Roñfl ken seven ha ma c'hall ur Roñfl degemer tud.