Mont d’an endalc’had

Amdo

Eus Wikipedia
Lec'h an Amdo e Tibet

Amdo (Tibeteg: ཨ༌མདོ, diskrivet e Sinaeg : 安多, Pinyin: Ānduō) eo unan eus teir froviñs hengounel an Tibet, an div all eo an Ü-Tsang ha Kham. Eno e oa bet ganet Tenzin Gyatso, ar XIVvet Dalai Lama. Dindani emañ un dachennad ec'hon a ya eus ar stêr Machu (Stêr Velen) d'ar stêr Drichu (Yangtse). Daoust ma oa tibetat a boblañs, a sevenadur hag a yezh, e oa renet Amdo gant renerien lec'hel e-doug ar c'hantvedoù tremenet. Abaoe aloubadeg an arme sinaat komunour en Amdo er bloavezhioù 1950 eo bet staget Amdo ouzh Gansu, Sichuan ha Qinghai. Arabat eo e gemmeskañ gant Kontelezh Amdo, un unvez melestradurel eus Tibet hiziv.

Amdo a oa hag a zo c'hoazh bro un niver a venec'h (pe lama) pe a ouiziein a-bouez er voudaegezh tibetat. Ar re-se o deus bet ul levezon vras war un dro war an dachenn bolitikel ha war hini ar relijion e Tibet, evel ar XIVvet Dalai Lama, an Xvet Panchen Lama, hag an adreizher bras Je Tsongkhapa. It was traditionally a place of great learning and scholarship and contains kalz manatioù bras, en o mesk Kumbum Jampa Ling (Chin. Ta'er Si) e-kichen Xining, Labrang Tashi Khyil e su Lanzhou, ha manati Kirti e Ngaba ha Tewo (Taktsang Lhamo).

Gwel eus manati Koumboum en Amdo