Aljer
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Kêr-benn Aljeria eo Aljer (arabeg: الجزائر al-Jazāʼir; galleg: Alger; berbereg: ⴷⵣⴰⵢⴻⵔ Dzayer), lesanvet « al Bahdja » (« al Lufrus ») pe « ar gêr wenn », houmañ eo kêr vrasañ ar vro gant 3 milion a annezidi en he zolpad-kêrioù, da lavaret eo 10% eus poblañs Aljeria. Ur porzh bras eo, unan eus ar re bouezusañ war aodoù ar Mor Kreizdouarel.
Orin an anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Peurvuiañ e vez komprenet an anv diwar ar ger arabek Jazira (unander) ha Jaza'ir (liester), da lavaret eo "an Enezeier" pa 'z eus un nebeud enezennoù e-tal ar porzh enklozet er chaoser hiziv. Koulskoude eo bet kinniget anv berberek un dierniezh, ar Ziridi (sellet ouzh istor ar gêr), pa dalvez tiziri loargann e berbereg.
War dinaou menezioù Sahel al Jaza'ir emañ ar gêr he deus astennet he zakad war 230 km² betek 30 km eus an aod. War dinaou unan eus ar menezioù eo kluchet ar C'hasbah (Kasbah), karter koshañ ar gêr.
C'hwec'h dor gozh a zo tro-dro d'ar gêr (bab = dor): Bab El-Oued, Bab Azzoun, Bab Dzira, Bab El Bhar, Bab Jedid ha Bab Sidi Abd Rahmane.
An amzer en Aljer:
Miz | Genver | C'hwevrer | Meurzh | Ebrel | Mae | Even | Gouere | Eost | Gwengolo | Here | Du | Kerzu | Bloavezh |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Keidenn temperadur bihanañ (°C) | 7 | 8 | 9 | 9 | 12 | 15 | 17 | 19 | 14 | 11 | 6 | 7 | 11.5 |
Keidenn temperadur brasañ (°C) | 16 | 17 | 18 | 20 | 23 | 26 | 27 | 29 | 26 | 23 | 16 | 16 | 17.2 |
Dour (mm) | 112 | 84 | 74 | 41 | 46 | 15 | 1 | 5 | 41 | 79 | 130 | 137 | 764 |
Devezhioù gant glav | 12 | 8 | 5 | 6 | 3 | 3 | 2 | 2 | 3.2 | 2 | 10 | 14 | 70 |
Rekord a yenijenn (°C) | -11 | -8 | -5 | 3.8 | 3.8 | 9.4 | 13.4 | 13.8 | 11.6 | 7.2 | -4 | -10 | -9 |
Rekord a tommder (°C) | 24.4 | 30 | 28.8 | 37.2 | 41.2 | 44.6 | 41.1 | 47.2 | 44.4 | 37.7 | 31.1 | 29.1 | 47.2 |
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Seblantout a ra Aljer bezañ bet diazezet gant ar Fenikianed er IVre kantved kent Jezuz-Krist pa'z eus bet kavet listri kampiniat e foñs ur puñs e 1940.
- Dont a ra ar gêr, anvet [[Ikosim] (Enezenn ar gouelini) ur c'hontouer fenikian eus re oberiusañ er 1añ kantved kent Jezuz-Krist
- E 202 kent Jezuz-Krist e kouezh kêr dindan levezon ar Romaned diwar an emglev etre Massinissa, roue Numidia ha Skipio an Afrikan evit stourm ouzh Kartada. Icosium eo anv roman kêr er mare-se.
- War-dro ar IVe kantved e teu ar gristeniezh, relijion nevez an impalaeriezh roman.
- Aloubet gant ar Vandaled e 429, eo adroet d'ar Romaned diwar un emglev e 442
- Goude 533, o vezañ ma n'eo ket difennet brav gant ar Vizantidi, eo bet aloubet Aljer gant ar Verbered
Gevellerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gevellet eo Aljer gant meur a gêr tro ar bed: